Izelvroioù

(Adkaset eus Izelvroad)

An Izelvroioù, anvet ivez Nederland, a zo unan eus stadoù Europa hag ur rouantelezh etre Belgia hag Alamagn. E-barzh ar rouantelezh-se emañ ivez an Antilhez Nederlandat hag Aruba. Abaoe an deroù emañ ivez an Izelvroioù en Unaniezh Europa, en AFNA, hag unan eus teir elfenn ar Beneluks eo ivez.


Unaniezh Europa
An Izelvroioù
(nl) Nederland
Banniel Ardamezioù
Ger-stur
Je maintiendrai ("Delc'her a rin")

Lec’hiadur an Izelvroioù
Yezh ofisiel Nederlandeg[1]
Kêr-benn Amsterdam
Statud politikel Rouantelezh vonreizhel
demokratelezh parlamantel
Roue Gwilherm-Alesandr
Kentañ Ministr Mark Rutte
Gorread
• En holl
• % dour

41 543 km²
18,41%
Poblañs 17 337 403 (2021)
Stankter 417 ann./km²
Moneiz euro (€)
Kan broadel Wilhelmus
Gouel broadel 27 a viz Ebrel
(Gouel ar Roue)
Kod Internet .nl
Kod pellgomz 31
Kartenn an Izelvroioù e 1975 (e saozneg)

An anv

kemmañ

E-kichen an anv ofisiel Koninkrijk der Nederlanden (« Rouantelezh an Izelvroioù »), e reer ivez er vro gant ur stumm berroc’h, Nederland. Graet e vez ivez, e broioù all, gant un anv all, Holland, a vez, pe a veze, implijet e meur a yezh all hag a zo bet implijet e brezhoneg. Bezañ ez eo Holland avat anv unan eus broioù istorel an Izelvroioù (rannet hiziv an deiz e div broviñs), hag ober gant Holland e-lec’h Izelvroioù (Nederland) ne blij ket kaer da dud ar proviñsoù all, evel Limburg pe Friz (o deus ur yezh disheñvel-krenn).

E skridoù brezhonek gwechall e c’heller kavout Holland hag ivez Hollandizien evit an dud, ha hollandeg evit ar yezh.

An douaroù en em led bremañ en Izelvroioù zo bet distank o foblañs e-pad pell, dre ma oant douaroù izel a veze beuzet gant ar mor ur wech ar mare. Goude an Henamzer e teuas war wel broioù bihan a oa e-barzh an Impalaeriezh Santel Roman ha German. An dugelezhioù hag ar c’hontelezhioù-se en em gavas en hêrezh familh an Habsbourged, pa voent impalaerien an Impalaeriezh Santel Roman. Ganto e voe bodet ar broioù-se evel ur rann a-gostez eus an Impalaeriezh.

Goude marv an impalaer Karl V e voe rannet e hêrezh hag en em gavout a reas ar Broioù Izel e dalc’h Fulup II, roue Spagn. Goude emgannoù relijiel ha politikel e tisklêrias an Izelvroioù e oant dizalc’h. Echuiñ a reas ar Brezel pevar-ugent vloaz gant Spagn e 1648. Seizh proviñs a voe unanet dre Unaniezh Utrecht, e 1579, da vont d’ober Republik ar Seizh Izelvro-Unanet (anvet ivez ar "Proviñsoù-Unanet"). Proviñsoù ar c’hreisteiz a chomas e dalc’h an Habsbourged avat. Kantved Aour an Izelvroioù a reer eus XVIIvet kantved, rak en he bleuñv e voe neuze ar Republik nevez, deuet da vezañ ur vro c’halloudus war dachenn ar c’henwerzh hag ar sevenadur. Ur perzh bras a voe kemeret gant tierned ar familh Oranje-Nassau, diskennidi bleiner an emsavadeg a-enep Spagn, ar priñs Wilhelm I. D’ar mare-se ivez e krogas an Izelvroioù da gaout trevadennoù dre ar bed a-bezh.

Aloubet e voe an Izelvroioù gant ar C’hallaoued e dibenn an XVIIIvet kantved. Goude drouziwezh Napoleon, e 1815, e voe savet Rouantelezh Unanet an Izelvroioù, a advode holl Broioù Izel an Impalaeriezh Santel Roman. Emsavadeg a voe e broioù ar c’hreisteiz e 1830, ha Belgia en em zistagas diouzh an Izelvroioù. Ne voe anavezet dizalc’hidigezh Belgia gant roue an Izelvroioù, Wilhelm Iañ an Izelvroioù, nemet e 1839. Ur broviñs e gevred Belgia, Luksembourg, a chome stag ouzh an Izelvroioù dre ma oa roue an Izelvroioù e penn ar vro-se, gant an titl arc’hdug. E 1890 avat e voe torret al liamm-se, pa varvas ar roue Wilhelm III an Izelvroioù : kemeret e voe e blas war dron an Izelvroioù gant e verc’h Wilhelmina met ne c’hellas ket houmañ bezañ anvet e penn Luksembourg abalamour da lezennoù an hêrezh a vire ouzh ar merc’hed a vezañ e penn ar vro-se. Distag-krenn e voe Luksembourg hag an Izelvroioù hiviziken.

En XIXvet kantved e kreskas impalaeriezh trevadennel an Izelvroioù, gant Indez Nederlandat ar Reter hag Indez Nederlandat ar C'hornôg.

Neptu e chomas an Izelvroioù e-pad ar Brezel bed kentañ. En Eil brezel bed avat ne c’hellas ket ober heñvel pa voe aloubet gant arme Alamagn e miz Mae 1940. Dieubet e voe e 1945. Goude-se n'eus ket fellet d'an Izelvroioù bezañ neptu ha kenlabouret o deus a-zevri en aozadurioù etrebroadel : gant Belgia ha Luksembourg e voe savet un unaniezh anvet Beneluks ; mont a reas an Izelvroioù e-barzh an aozadur milourel etrebroadel anvet AFNA ; adalek 1957 e voe ezel eus Kumuniezh Europa (zo deuet da vezañ Unaniezh Europa). Degemer a reas an euro da voneiz e 2001, da gemer lec’h moneiz ar vro, ar florin.

En XXvet kantved e klaskas an Izelvroioù, en deroù, mirout ouzh Indez Nederlandat ar Reter a zont da vezañ dizalc’h, met en aner, ha dont a reas Indonezia da vezañ dieub e 1949. Plaenoc’h e voe an traoù e lodennoù all eus an impalaeriezh trevadennel, evel e Surinam, a zeuas da vezañ emren da gentañ, e 1954, ha dizalc’h da vat e 1975.

Melestradur

kemmañ
 
Proviñsoù an Izelvroioù

Hervez ar vonreizh eo Amsterdam ar gêr-benn met en Haag (Den Haag pe s-Gravenhage e nederlandeg) emañ sez ar gouarnamant, palez ar rouanez hag un darn vat eus ar c'hannatioù. Rannet eo an Izelvroioù e 12 proviñs.


==> Gwelout : Proviñsoù an Izelvroioù‎

Un nebeud kêrioù bras

kemmañ


A-hend-all eo rannet ar vro e 380 a gumunioù (2018).

==> Gwelout : Listennad kumunioù an Izelvroioù

Miz Genver C'hwevrer Meurzh Ebrel Mae Even Gouere Eost Gwengolo Here Du Kerzu Bloaz
Keidenn temperadur uhelañ (°C) 5.2 6.1 9.6 12.9 17.6 19.8 22.1 22.3 18.7 14.2 9.1 6.4 13.7
Keidenn temperadur izelañ (°C) 0.0 -0.1 2.0 3.5 7.5 10.2 12.5 12.0 9.6 6.5 3.2 1.3 5.7
Keidenn temperadur (°C) 2.8 3.0 5.8 8.3 12.7 15.2 17.4 17.2 14.2 10.3 6.2 4.0 9.8
Miz Genver C'hwevrer Meurzh Ebrel Mae Even Gouere Eost Gwengolo Here Du Kerzu Bloaz
Keidenn glaveier (mm) 67 48 65 45 62 72 70 58 72 77 81 77 793
Keidenn eurvezhioù heoliadur 52 79 114 158 204 187 196 192 133 106 60 44 1524

Yezhoù

kemmañ

Div yezh zo ofisiel en Izelvroioù : an nederlandeg, komzet gant an darn vrasañ eus an annezidi ; hag ar frizeg ar c'hornôg, a gaozeer e proviñs Friz (Fryslân) hag a zo kenofisiel eno e-kichen an nederlandeg.

Ouzhpenn se emañ al limbourgeg hag ar rannyezhoù izelalamanek (Nedersaksisch e nederlandeg, ger-ha-ger « izelsaksek »), a vez komzet er reter hag en hanternoz, hag a zo anavezet evel « yezhoù rannvroel » gant an Izelvroioù, abaoe sinadur Karta Europa evit ar yezhoù rannvroel pe vinorel.

E bed an deskadurezh hag e bed an embregerezhioù e vez graet un implij stank a-walc’h eus ar saozneg : en eil kelc’hiad ar skolioù-meur (Master) e vez roet an darn vrasañ eus ar c’hentelioù e saozneg ha n’eo ket e nederlandeg, ha war-dro 85% eus holl annezidi ar vro a oar saozneg (ha 55–60% alamaneg).

Abalamour ma’z eus kalz enbroidi er vro e klever ivez a bep seurt yezhoù all : yezhoù evel an indonezeg pe ar papiamento, komzet e trevadennoù kozh an Izelvroioù pe e broioù zo stag c’hoazh ouzh ar Rouantelezh, hag ivez an turkeg, ar c’hurdeg, an arabeg pe an tamazigh (komzet gant an enbroidi deuet eus Hanternoz Afrika pe eus Turkia).

Notennoù

kemmañ
  1. Frizeg zo ofisiel e Friz hag an izelsaksoneg hag al limbourgeg zo anavezet da yezhoù rannvro.


  Porched an Izelvroioù – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn d'an Izelvroioù.