Yezhoù berberek
familh yezhoù
(Adkaset eus Tamazigh)
Ur skourr eus ar yezhoù afrez-aziatek eo ar yezhoù berberek, ennañ 26 yezh komzet e Libia, Egipt, Maroko, Aljeria, Tunizia, Niger ha Maouritania.
Dont a ra ar ger berber diwar ar henc'hresianeg βάρβαρος barbaros, "barbar" hag abalamour da se e vez implijet ar ger tamazigt aliesoc'h-aliesañ en e lec'h, dreist-holl pa vez kaoz eus yezhoù berberek an norzh.
Isrannet e vez ar yezhoù er skourr-mañ evel hen:
- Yezhoù berberek ar reter
- Yezhoù gwantchek
- Yezhoù berberek an norzh
- Yezhoù tamachekek
- Yezhoù zenagaek