Hilversum (distagañ :[1]) a zo ur gumun hag ur gêr e proviñs Noord-Holland en Izelvroioù. D'an 31 a viz Mae 2009 e oa 84 320 annezad enni. 46,24 km² eo gorread Hilversum (douar : 45,57 km², dour : 0,67 km²). Brudet eo ti-kêr Hilversum, bet savet diwar ur steuñv gant Willem Marinus Dudok etre 1928 ha 1932. Enni emañ ivez sez lod brasañ chadennoù skingomz ha skinwel an Izelvroioù.

Lec'hiadur Hilversum
Banniel Hilversum
Ardamez Hilversum
Krugell an oadoù (01/01/2008)
Ti-kêr Hilversum

War dorgennoù traezhek Gooi emañ Hilversum. Abaoe ar ragistor eo bet annezet al lec'h, gant tud a save deñved. Dre forzh sevel deñved e voe debret ar c'hoadeier a oa tro-dro. Er Grennamzer e kreskas brug ha parkeier gwinizh-du e-lec'h ma oa ar c'hoadeier. Sed displegadenn armadez Hilversum. Er c'hantvedoù tremenet ez eus bet plantet gwez en-dro, da gemer plas ar brug. Gant ar sevel deñved e krogas an dud da zastum gloan, hag evel-se e voe krouet embregerezhioù er XVIIvet kantved. Distrujet e voe Hilversum en XVIIIvet kantved abalamour da zaou dan-gwall. An hent-houarn Hilverusm-Amsterdam a voe savet e 1874. Gant an hent-houarn e teuas tud pinvidik eus Amsterdam d'ober annez e Hilversum hag e Bussum. Kemmoù a c'hoarvezas neuze er vro ha kenkizoù gant liorzhoù bras a voe savet d'ar mare-se. Familhoù katolik pinvidik (ar familh Brenninkmeijer en o zouez, ha hi perc'henn war ar stalioù C&A) a lakaas sevel iliz Sant Vitus e 1892. E 1918 e voe krouet N.S.F. (Nederlandse Seintoestellen Fabriek), ul labouradeg skingomzerioù, e Hilversum. Dont a rafe goude-se da vezañ Philips. Kregiñ a reas tud NSF da skingas traoù, hag a-drugarez dezho e teuas Hilversum da vezañ ur gêr a-bouez war dachenn ar media. Er bloavezhioù 1930 e oa pemp relijion disheñvel e Hilversum, pep hini he chadenn skingomz. E-pad an Eil Brezel-bed e voe aozet penngarter ar Wehrmacht e Hilversum, hag ar boblañs yuzev a voe lazhadeget eno (eus 600 da 40 familh). Goude ar brezel e teuas Hilversum da vezañ kêr ar chadennoù skinwel. E tu norzh Hilversum e voe savet studioioù ha savadurioù all gouestlet d'ar skinwel (het Mediapark). En o zouez e voe savet mirdi ar media. E Hilversum e vo lazhet ar politikour Pim Fortuyn d'ar 6 a viz Mae 2002.

Arkitektouriezh

kemmañ

Ouzhpenn an ti-kêr e kaver meur a savadur modern e Hilversum. Er bloavezhioù 1920-1930 eo Willem Marinus Dudok a oa arkitektour-kêr. E su Hilversum e kaver ivez savaduriù sanatoriom Zonnestraal bet digoret e 1928. Savet e voe diwar ur steuñv gant Jan Duiker, hag ur skouer eus al luskad izelvroat anvet Het Nieuwe Bouwen eo.

Transportoù

kemmañ

Tri zi-gar a zo : Hilversum, Hilversum Noord ha Hilversum Sportpark.

Kuzul-kêr

kemmañ

E kuzul-kêr Hilversum ez eus 37 dileuriad (sifroù dilennadeg miz Meurzh 2006) :

Liamm diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

  Porched an Izelvroioù – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn d'an Izelvroioù.