Impalaeriezh santel roman german
An Impalaeriezh santel roman german (alamaneg: Heiliges Römisches Reich pe e latin:Sacrum Imperium Romanum) a oa anv ofisiel an tolpad broioù dindan an Impalaer roman german- (römisch-deutscher Kaiser) adalak ar grennamzer izel betek 1806 pa voe diskaret gant Napoleone Buonaparte. Dont a ra an anv a zeu eus an hoalad karolingat dre e impalaered, ar re-se a c'halle adsevel an Impalaeriezh roman diskaret abaoe ar Vvet kantved met en un doare kristen, setu perak e bet perzheget hennezh "sacrum" pe "heiliges", da lavaret eo: renet gant youl Doue (an doue kristen).
Savet e voe a-hed an impalaeriezh a-hed an Xvet kantved dindan tierniezh an Ottoned é diribin eus ar c'harolingien Frankia ar Reter. Gant ar gurunidigezh Otto Iañ d'an 2 c'hwevrer 962 e Roma e kadarnaas ar mennozh adneveziñ an impalaeriezh roman en-dro. Da gentañ e voa anvet Regnum Teutonicum betek 1184 pa voe krouet an titl a-vremañ. Anvet e veze Nationis Germanicae, pe deutscher Nation e alamaneg. Hennezh a chomas un impalearezh hag e tolpe un toullad rouantelezhigoù bras ha bihan gant pobloù mui-pe-vui disheñvel, e giz-se ne yeas james an impaleareh da vout ur stad unvanet ha kompezet penn-da-benn evel e Frañs.
Da vare he distruj e oa enni an darn vrasañ eus Alamagn, Tchekia, Aostria, Liechtenstein, Slovenia, Belgia, Luksembourg, un tamm mat eus Polonia hag un darn eus an Izelvroioù, ha darnoù eus Bro-C'hall, Italia, Suis.
Anvioù Aozañ
- En alamaneg e veze graet Heiliges Römisches Reich Deutscher Nation anezhi.
- E latin e oa Sacrum Romanorum Imperium Nationis Germanicæ, da lavaret eo an impalaeriezh santel roman ar vroad c'herman.
- Ar Reich Kentañ a vez graet anezhi ivez.
- Ar ger santel ne deuas dezhañ nemet en amzer Barbarossa e 1157.
Tiriad Aozañ
Ne oa ket stabil gorread an impalaeriezh-se pa oa Alamagn hag Aostria a oa an ahelioù anezhi. E-pad pell e voe enni douaroù Frankia ar Reter hag Italia an Hanternoz, a-raok ma voent distaget diouti.
Istor Aozañ
- Dont a reas war-lerc'h disrann Impalaeriezh ar C'hornôg, a oa bet savet gant ar Garolingidi, hag a voe diskaret e 924. Dre ma felle d'he renerien adsevel an Impalaeriezh roman eo e oa bet lakaet ar ger-se en hec'h anv. Miret e voe ar ger gant an impalaeriezh nevez.
- Adsavet e voe an impalaeriezh pa voe kurunennet Odon Iañ evel impalaer e 962.
- Anvet e voe an impalaeriezh "Regnum Teutonicorum" (Rouantelezh an Alamaned) a-wechoù ha "Renovatio regni Francorum" (Nevezadur rouantelezh ar Franked) ivez, evel ma veze skrivet gant an impalaer Herri II war e siell.
- Dont a ra ar ger Teuton eus ur ger kar d’hon ger « tud », ha reiñ a raio diwezhatoc’h ar ger alamanek « Deutsch ».
- Voltaire a lavare ne oa ket ar stad-se « na Santel, na Roman, nag un Impalaeriezh »[1].
Pazennoù savidigezh an impalaeriezh Aozañ
Ar briñsed-dilennerien Aozañ
Ar c'hêrioù dieub Aozañ
David de Negker, Augsburg, 1510.
Dugelezhioù o vont da vruzun Aozañ
An ensavadurioù anezhi Aozañ
Levrioù Aozañ
- Heinrich August Winkler, Der lange Weg nach Westen, Vol. 1: Deutsche Geschichte vom Ende des Alten Reiches bis zum Ende der Weimarer Republik, ISBN 3-406-46001-1, p. 5.
- The Holy Roman Empire by James Bryce ISBN 0-333-03609-3
Liammoù diavaez Aozañ
- 1570 Kartenn an Impalaeriezh santel roman german gant banniel an erer daoubennek
- Listenn ar brezelioù graet gant an Impalaeriezh santel roman german
- Deutschland beim Tode Kaiser Karls IV. 1378 (Impalaeriezh santel roman german da goulz marv an impalaer Karl IV.) tapet diwar "Meyers Kleines Konversationslexikon in sechs Bänden. Bd. 2. Leipzig u. Wien : Bibliogr. Institut 1908", kartenn ebarzhet war-lerc'h ar bajenn 342