Izelvroioù (disheñvelout)
An anv Izelvroioù zo bet krouet er XIVvet kantved e lez Dug Bourgogn evit ober meneg eus an douaroù perc'hennet gantañ a zo hiriv en Izelvroioù a-vremañ, e Belgia, hag e Luksembourg .
Graet eo bet an anv-se :
- eus proviñsoù kozh an Izelvroioù, dindan duged Bourgogn ha Karl V, adalek ar XIV-vet kantved betek ar XVI-vet kantved (1384–1477),
- eus ar Seitek Proviñs (1477–1581), hêrezh an Habsburgs digant duged Bourgogn, betek o rannidigezh etre Izelvroioù spagnol hag ar Proviñsoù-Unanet ;
- eus ar Proviñsoù-Unanet (1581–1794), a en em savas a-enep galloud an tiegezh Habsburg, hag a zeuas
- eus an Izelvroioù spagnol (1556–1713) a voe an Izelvroioù aostrian goude (1713–1794), ha neuze Stadoù-Belgiat-Unanet, adal ar XVI-vet betek an XVIII-vet kantved;
- eus Rouantelezh Unanet an Izelvroioù, ma voe unanet Belgia hag an Izelvroioù a-vremañ, adal 1815 betek 1830
- adalek 1830 (pa voe dizalc'h Belgia), eus an Izelvroioù evel m'o anavezomp hiriv.
Graet e vez Rouantelezh an Izelvroioù hiriv, en un doare ofisiel, eus ar stad a vod an Izelvroioù end-eeun (an 12 proviñs en Europa) hag an inizi tramor, Aruba, Curaçao ha Sint Maarten.