Kenglad ar Broadoù
- Gant ar ger Commonwealth e tegouezher amañ. Evit sterioù all ar ger, gwelit Commonwealth (disheñvelout).
Kenglad ar Broadoù (saozneg: Commonwealth of Nations), anvet Commonwealth ent-berr alies, a zo un aozadur etregouarnamantel hag a vod 53 stad dizalc'h. War-bouez teir anezho e oant lodennoù eus Impalaeriezh Breizh-Veur.
Deiziad krouiñ | 11 Kzu 1931 |
---|---|
Den e penn an aozadur | penn arouezel Kenglad ar broadoù |
Prezidant | Charles |
Yezh ofisiel | saozneg |
Daveennoù douaroniel | 51°30′18″N 0°8′9″W |
Isaozadur | Commonwealth Business Council, Commonwealth Secretariat, Commonwealth Foundation, Commonwealth War Graves Commission |
Sez sokial | Marlborough House |
Erlec'hiañ a ra | Impalaeriezh Breizh-Veur |
Darvoud-alc'hwez | London Declaration, Balfour Declaration of 1926, Statute of Westminster 1931 |
Lec'hienn ofisiel | https://thecommonwealth.org |
Banniel (deskrivadur) | banniel Kenglad ar Broadoù |
Kenlabourat a ra an izili e framm talvoudegezhioù ha palioù boutin, a zo bet eztaolet e Disklêriadur Singapour. En o zouez emañ brudañ an demokratelezh, gwirioù mab-den, ar merañ mat, ar stad a wir, frankiz pep hini, an ingalded, ar c'henwerzh frank, al liesduegezh hag ar peoc'h er bed. N'eo ket Kenglad ar Broadoù un unaniezh bolitikel, met un aozadur etregouarnamantel a vez sellet ouzh e izili, ken disheñvel e vefe o stadoù sokial, politikel pe ekonomikel, en un doare ingal.
Ober a ra war-dro dre harp Sekretouriezh ar C'henglad, a zo renet gant Sekretour Meur ar C'henglad, hag emvodoù bep daou vloaz etre pennoù ar gouarnamantoù. Aroueziet e vez ar c'hevredañ gant penn ar C'henglad, a zo ur garg lidek, renet bremañ gant Elizabeth II a Vro-Saoz. Rouanez eo ivez Elizabeth II en un doare disheñvel, e 16 ezel ar C'henglad, anver "gladoù ar C'henglad".
Ur forom eo ar C'henglad evit aozadurioù nann-gouarnamantel zo, anavezet evel "familh ar C'henglad", a vez boulc'het gant savadenn etregouarnamantel ar C'henglad. Aozet e vez, da skouer, C'hoarioù ar C'henglad, a zo un obererezh vrudet eus an aozadurioù-mañ. Kreñvaat a ra an aozadurioù-se sevenadur boutin ar C'henglad, war dachenn ar sport, al lennegezh, ha doareoù gouarnamant ha lezenniñ. Abalamour da se ne vez ket sellet broioù ar C'henglad evel "estren" an eil ouzh eben.
Broioù ezel
kemmañSed amañ roll ar broioù ezel eus Kenglad ar Broadoù:
Afrika
kemmañ- Eswatini (abaoe 1968)
- Ghana (abaoe 1957)
- Kameroun (abaoe 1995)
- Kenya (abaoe 1963)
- Lesotho (abaoe 1966)
- Malawi (abaoe 1964)
- Moris (abaoe 1968)
- Mozambik (abaoe 1995)
- Namibia (abaoe 1990)
- Nigeria (abaoe 1960)
- Ouganda (abaoe 1962)
- Rwanda (abaoe 2009)
- Sechelez(abaoe 1976)
- Sierra Leone (abaoe 1961)
- Suafrika (etre 1931 ha 1961, distro abaoe 1994)
- Tanzania (abaoe 1961)
- Zambia (abaoe 1964)
Amerika
kemmañ- Antigua-ha-Barbuda (abaoe 1981)
- Bahamas (abaoe 1973)
- Barbados (abaoe 1966)
- Belize (abaoe 1981)
- Dominika (abaoe 1978)
- Grenada (abaoe 1974)
- Guyana (abaoe 1966)
- Jamaika (abaoe 1962)
- Kanada (abaoe 1931)
- Saint Kitts ha Nevis (abaoe 1983)
- Santez-Lusia (aboe 1979)
- Sant-Visant hag ar Grenadinez (abaoe 1979)
- Trinidad ha Tobago (abaoe 1962)
Azia
kemmañ- Bangladesh (abaoe 1972)
- Brunei (abaoe 1984)
- India (abaoe 1947)
- Malaysia (abaoe 1957)
- Maldivez (abaoe 1982)
- Pakistan (adalek 1947 betek 1972; distro e 1989 (lakaet a-gostez etre 1999 ha 2004 hag etre Du 2007 ha Mae 2008)
- Singapour (abaoe 1965)
- Sri Lanka (abaoe 1948)
Europa
kemmañ- Republik Kiprenez (abaoe 1961)
- Malta (abaoe 1964)
- Rouantelezh-Unanet (abaoe 1931)
Oseania
kemmañ- Aostralia (abaoe 1931)
- Fidji (abaoe 1970 - lakaet er-maez eus 1987 da 1997 - lakaet a-gostez eus 2000 da 2001- hag e 2006) « lakaet a-gostez penn-da-benn » d'ar 1añ a viz Gwengolo 2009
- Kiribati (abaoe 1979)
- Nauru (abaoe 1968)
- Papoua Ginea-Nevez (abaoe 1975)
- Inizi Salomon (abaoe 1978)
- Samoa (abaoe 1970)
- Tonga (abaoe 1970)
- Tuvalu (abaoe 1978)
- Vanuatu (abaoe 1980)
- Zeland-Nevez (abaoe 1931)