Bethlehem
Wikimedia:Disheñvelout
Bethlehem zo un anv-lec'h hebreek hag a gaver ivez er broioù protestant saoznek.
Istor
kemmañDa gentañ ne oa nemet anv ur gêrig e Judea, Bethlehem, ma voe ganet Jezuz Nazaret. Goude diorroadur ar relijion kristen e voe roet an anv-se gant ar gristenien da lec'hioù all er bed.
Anv-lec'h
kemmañEn Afrika
kemmañEn Amerika
kemmañE SUA ec'h anavezer:
- Bethlehem ha Bethlehem Village, div gêr e Connecticut,
- Bethlehem (Pennsylvania), trevadenn gant iliz ar Frères Moraves
- Bethlehem, ur gêrig e kontelezh Albany e stad New York,
- Bethlehem, ur gêrig e kontelezh Holmes e Florida,
- Bethlehem, North Carolina e North Carolina,
- Bethlehem, Georgia, e Georgia,
- Bethlehem, en Indiana,
- Bethlehem, e New Hampshire,
- Bethlehem, West Virginia en West Virginia .
En Europa
kemmañ- Bethlehem, ur gêriadenn e Rottum, e proviñs Groningen en Izelvroioù,
- Bethlehem, ur gêriadennig e Sir Gaerfyrddin, e Kembre
Gwelout ivez
kemmañ- Bezleem, an anv brezhonekaet
- Belém, er broioù portugalek
- Belén, er broioù spagnolek