Shec'hem a oa ur gêr greñv, 50 km en norzh da Jeruzalem ha 9 km e gevret Samaria. Anvet eo bremañ Tell Balata. E-kichen Naplouz emañ.

Eno e resevas Avram promesa Doue : "Da'z lignez e roin ar vro-mañ " hervez ar Bibl (Gn 12,7). Eno e roas Yohoshoua lezennoù da Israel a zegemere evel-se Emglev ar Sinai (Ys 24, 1-28) hervez ar Bibl bepred.

Lec'h an disrann etre an Norzh hag ar Su a voe ivez (1R 12, 1 ; 2Dn 10,1). Jeroboam a reas anezhi kêr-benn gentañ Rouantelezh Israel (pe an Norzh).

Goude diskar Samaria e 721 kent JK e teuas da vezañ kêr bouezusañ ar Samaritaned, gant lec'h sakr ar menez Garizim.

Eno en em gavas Jezuz gant ar Samaritanez e-tal puñs Jakob hervez Aviel Yann (Yn 4,5)[1].

Daveoù kemmañ

  1. Dictionnaire culturel de la Bible, cerf/Nathan, 1990, p 238