Aviel Yann
Aviel Yann (henc'hresianeg : Κατά Ιωαννην Kata Iōannēn) eo an Aviel skrivet gant Yann an Abostol, ha pevarvet aviel an Testamant Nevez.
N'eus anv oberour ebet met bez' ez eo diforc'h bras diouzh an tri Aviel all, ha lakaet eo bet war anv Yann, an hini karet gant Jezuz
(Yn.13, 23), gant diskibien sant Yann, o deus peurgempennet ar skrid moarvat. An Aviel skrivet d'an diwezhatañ eo ha ken abred hag an IIvet kantved eo bet lakaet diarvar war anv sant Yann gant sant Ireneus, a oa mab speredel sant Polikarpos, en doa anavezet an abostol sant Yann.
Levrlennadur
kemmañ- Aviel Sant Yann, troet gant Marsel Klerg ha Maodez Glanndour, 1954.
- Ar Pevar Aviel, Al Liamm 1969. Skrid savet gant Maodez Glanndour.
Liammoù diavaez
kemmañ- (br) Aviel Jezuz-Krist troet gant "Kenvreuriez ar brezoneg" hag embannet gant "Ar Skol dre Lizer", 1982.
- (br) Aviel Sant Yann e falc'huneg).
- (br) Bibl Koad (protestant met er skritur unvan)]