Levr Yehoshoua
c'hwec'hvet levr ar Bibl, kediad ar 24 pennad
Levr Yehoshoua (Ys) a zo unan eus Levrioù ar Brofeded en Tanac'h hag unan eus levioù istorek ar Bibl katolik.
Teir lodenn a gaver el levr :
1) aloubadeg an Douar prometet gant ar Yuzevien (Ys 1-12) ;
2) ingaladur ar vro etre meuriadoù Israel (Ys 13-21) ;
3) dibenn kefridi Yehoshoua, prezegenn Sichem ha marv Yehoshoua (Ys 22-24).
Sur e vezer n'eo ket bet skrivet an destenn gant Yehoshoua e-unan. Meur a vammenn a gaver en oberenn.
Kalz luzietoc'h eo istor aloubadeg Kanean gant ar Yuzevien eget ar pezh a gont al levr. Eeunaet ha bravaet eo bet an darvoudoù evit lakaat personelezh Yehoshoua e kreiz an traoù ha diskouez e vez Doue o wareziñ e bobl[1].
Daveoù
kemmañ- ↑ (fr)La Bible de Jerusalem, Cerf, embannadur 1998, p 304