Jakob
Jakob pe Yakov pe Yaakov e troidigezh an Tour-Tan, (יעקב - ya`aqov en hebreeg; يعقوب - ya`qūb en arabeg) e oa eil mab Is'hak| ha Rivka, ha mab-bihan da Abraham e levr ar C'heneliezh. Breur e oa da Esau.

Pried e oa da Rahel ha tad da Jozeb. Anvet e voe Israel war-lerc'h un emgann gant un ael.
A-zivout an anv Aozañ
- Diwar an anv Jakob eo e teu an anv Jakez.
- Jakob zo un anv-badez e meur a yezh kenkoulz hag un anv-tiegezh brezhonek : gwelout Jakob (anv-tud). E-pad an Eil Brezel-bed e voe ret da dud anvet Jakob klask prouiñ d'ar pennadurezhioù, gall pe nazi, ne oant ket yuzevien.(Daveoù a vank)
-
Jakob ha Rachel, hervez Palma il Vecchio