Lea (Bibl)
Lea pe Leah ( לֵאָה en hebreeg) zo anv ur vaouez er Bibl, e Levr ar C'heneliezh, er pennad 29.
An anv
kemmañDaou ster a lavarer zo d'an anv: pe e teu eus ar ger hebreek lé àh, hag e talv kement ha « bioc'h ar furnezh » (anv he c'hoar Rahel a dalv kement ha dañvadez), pe eus ar ger le'ah, « an hini skuizh» .
Istor ar vaouez
kemmañMerc'h eo da Laban, ha c'hoar henañ Rachel, a fell da Jakob kemer da bried. Keniterv eo da Jakob, rak he zad Laban a zo breur da Rebecca, mamm Jakob.
Pried kentañ Jakob eo. Dimezet eo bet dezhañ pa grede-eñ dimeziñ da Rachel, rak Laban en doa roet urzh dezhi kemer lec'h he c'hoar en deñvalijenn. Pa oa aet Jakob da glemm ouzh e dad-kaer e voe respontet dezhañ ne oa ket ar c'hiz en e diegezh da zimeziñ ar verc'h yaouañ a-raok ar verc'h henañ.
Mamm eo da c'hwec'h mab, Ruben, Simeon, Levi, Juda, Issachar ha Zabulon, a vo krouerien Daouzek Meuriad Israel, ha d'ur verc'h, Dinah. Hi a c'han bugale Jakob, e-skoaz Rahel, a zo gaonac'h.
He marv
kemmañMervel a reas a-raok Jakob, hervez levr ar C'heneliezh (49:31) Beziet e vije bet gant he fried Jakob en Hebron gant he fried e Kev-bez an Ezec'h. eno ivez emañ bezioù Abraham ha Sarah, Isaac ha Rebekah.[1]
Lennegezh
kemmañMeneg zo anezhi e Purgatorio ar barzh italianek Dante Alighieri.
-
Bez Lea, e 1911
Notennoù
kemmañ- ↑ Richman, Chaim (1995), "Focus on Hebron," © 1995 Light to the Nations, Rabbi Chaim Richman - All Rights Reserved, Reprinted from The Restoration newsletter, July, 1995 (Tammuz/Av, 5755) at lttn.org