Levi (mab Jakob)
![](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/c/c3/Disambiguation.svg/20px-Disambiguation.svg.png)
Levi (לֵּוִי en hebraeg) a oa, hervez Levr ar C'heneliezh (Gen 29:34), trede mab Jakob hag e wreg Lea ha diazezer Meuriad Levi (al Levidi), unan eus daouzek meuriad Israel (Er 1:2).
![](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/5/5d/Levi_LACMA_M.88.91.296b.jpg/220px-Levi_LACMA_M.88.91.296b.jpg)
E Levre ar C'heneliezh, Levi, gant e vreur Simeon, a lazhas holl dud kêr Shec'hem abalamour ma oa bet gwallet e c'hoar Dinah gant priñs ar gêr-se.
Pa voe rannet Kanaan ne voe roet douar ebet da Levi, met ur garg relijiel. Moizez hag Aaron a oa izili eus meuriad Levi[1].
Notennoù
kemmañ- ↑ Dictionnaire culturel de la Bible, cerf/Nathan, 1990, p 151