Rivka
Rebecca, pe Rivka (en hebreeg רבקה Rivqah), a oa merc'h da Betouel an Aramiad, eus Padan-Avran anezhañ, ha c'hoar da Lavan, hervez Levr ar C'heneliezh, kentañ levr ar Bibl hag an Tanac'h.
Reizh pe jener | plac'h |
---|---|
Lec'h douaridigezh | Cavern of the Patriarchs |
Tad | Betouel |
Breur pe c'hoar | Lavan |
Pried | Izaag |
Bugel | Esau, Jakob |
Lec'h labour | Palestina |
Dimeziñ a eure da Izaag, pe Is'hak hervez an hebreeg, ha daou vab o doe, Esav ha Yaakov.
Er rann 24 eus Levr ar C'heneliezh e lenner danevell eured Is'hak gant Rivka[1].
Itrikañ a reas Rebecca (Gn 27) evit ma voe benniget Yaakov gant e dad e-lec'h Esav ar breur koshañ.
Ar vojenn
kemmañAbraham, deuet kozh, a c'houlennas digant e servijer koshañ degas eus e vro ur pried eus e diegezh evit e vab Izaag. Hag an den da vont da Aram. Da noz, daoulinet ar c'hañvaled e-tal ar puñs, e welas Rebecca, ur werc'hez koant, o tont da leuniañ he ficher. Hag eñ da c'houlenn dour d'evañ diganti. Ha hi da reiñ dezhañ, ha da leuniañ al laouer da zourañ e gañvaled ha da ginnig bod dezhañ. Ar servijer neuze da lavarout a-berzh piv e teue. En ti, goude, setu Laban, breur Rebecca, hag o zad Betuel, da asantiñ d'an eured gant Izaag. Ha servijer Abraham neuze da reiñ profoù, ha kuit en deiz war-lerc'h gant ar verc'h yaouank. Distro da di Abraham, kabet ar plac'h diouzh grad, ha dimezet Izaag ha Rebecca.
Pell e vanas Rebecca divugel, met goude ur pennad he doe gevelled. Diaes e voe an dougen anezho rak en em gannaén a raent en he c'hof. Doue a roas da c'houzout e vefe div vroad diwar an daou vab hag e vije an henaén o servij an eil. Genel a reas Esaü, an henañ, ha Jakob, an hini a blije dezhi ar muiañ.
Bez
kemmañHervez an hengoun e vefe beziet gant Is'hak e Hevron e bez ar Batriarked.
-
Rebecca hag Eliezer, gant Bartolomé Esteban Murillo.
Daveoù
kemmañ- ↑ (br) Troidigezh An tour-Tan, levrenn 1, 1981, pp 20-23