Bartolomé Esteban Murillo

livour spagnol
Disambiguation.svg Ur pennad Murillo zo ivez.

Bartolomé Esteban Murillo, ganet en Sevilla, en 1617, ha marvet eno ivez[1] en 1682, zo ul livour spagnol barok, eus ar XVIIvet kantved. Gant Diego Velázquez, Francisco de Zurbarán ha José de Ribera, eo unan eus arzourien veur Kantved Aour Spagn.

Emboltred, gant Bartolomé Esteban Murillo

En penn skol Sevilla e oa, hag honnezh a oa eil kreizenn arzel Spagn war-lerc'h Madrid en amzer-hont. Biskoazh ne guitaas Andalouzia, ha gwech ebet ne labouras evit lez roue Spagn. Oberennoù relijiel dreist-holl a reas, met kalz brudetoc'h eo hiriv en boltredoù bugale baour ha klaskerien-vara.

War-lerc'h e varvAozañ

Preizhet en voe darn eus en daolennoù gant ar soudarded c'hall pa voe dalc'het kêr Sevilla gante, entre 1810 hag 1812, ha kaset en voe lod aleshont da Mirdi al Louvre, re all a voe serret gant kargidi hag ofiserien, hag ar marichal Soult da gentañ-penn)[2].

TaolennoùAozañ

 
En Saar en 1952 , enor da Murillo

NotennoùAozañ

  1. War a seblant eo dre fazi en vez skrivet a-wechoù en oa marvet e Cádiz.
  2. Pennad: El expolio del mariscal Soult =http://sevilla.abc.es/especiales/murilloyjustinodeneve/el-expolio-del-mariscal-soult.html.