Ar Siglo de Oro, pe Kantved Aour Spagn (e brezhoneg) zo un droienn spagnolek ijinet en XVIIIvet kantved gant al lenneg spagnol Luis José Velázquez, markiz Valdeflores (1722-1772), a reas ganti e 1754 en e oberenn Orígenes de la poesía castellana, nemet d'ober anv eus ar XVIvet kantved e oa.
Hogen war e lerc'h e voe adkemeret hag astennet d'ober anv eus ar marevezh klasel p'edo sevenadur Spagn en e varr, an arzoù hag al lennegezh dreist-holl, da vare an Azginivelezh er XVIvet kantved hag ar Varokelezh er XVIIvet kantved, d'ar c'houlz ma renas Tiegezh Habsburg er vro.

Francisco de Quevedo.
Emgann Lepanto, e 1571, pan eas Spagn da zifenn Europa diouzh an Impalaeriezh otoman.

Hiziv pa gomzer eus Siglo de Oro e komzer eus ar mare adal embannadur Gramática castellana Antonio de Nebrija, e 1492, hag a glot gant fin ar Reconquista ha beaj kentañ Kristof Kolomb, betek marv ar skrivagner Pedro Calderon de la Barca e 1681, daoust ma vez lakaet da echuiñ abretoc'h alies ivez, gant Feur-emglev ar Pireneoù, etre Bro-C'hall ha Spagn, e 1659.

Tisaverezh

kemmañ
 
Palez Carlos V en Granada, savet evit an Impalaer Karl V .
 
Manati an Escorial, savet gant Felipe II.
 
Palez ar Gabitened-Veur, en La Habana.

Tisavouriezh an Azginivelezh a vleunias e Firenze, Roma ha kêrioù all eus Italia da gentañ, diwar an doug d'an tisaverezh klasel. Ac'haleno e tizhas broioù all, ha Spagn en o zouesk.

Div oberenn veur a zo brudet dreist ar re all e Spagn: Palez Karl V en Granada, ha manati an Escorial, savet gant Felipe II, met kalz a re all zo. Hag ar XVIIvet kantved zo bet marevezh ar varokelezh n'eo ket en Europa hepken. En Amerika e tiorroas doareoù barok dibar, ha dreist-holl e Mec'hiko, Perou ha Kuba.

Kizellerezh

kemmañ

E deroù ar XVIvet kantved e voe gwelet Italianed o tont da da labourat da Spagn: Domenico Fancelli, Pietro Torrigiano ha Jacopo Florentino, lesanvet el Indaco.

Liverezh ha kizellerezh

kemmañ

Livourien e-leizh a vrudas an arz spagnol. Diego Velázquez, unan eus meurañ livourien Europa, a oa livour e lez ar roue Felipe IV, ha tost ouzh e bennvinistr Dug Olivares, en deus savet ur bern poltredoù brudet en istor an arz. El Greco en deus levezonet bras an arz spagnol pa zegasas arz an Azginivelezh gantañ eus Italia da Spagn. Ret eo menegiñ ivez Bartolomé Esteban Murillo, ha Francisco de Zurbarán.
E-touez ar gizellerien eo brudet Gregorio Fernández, Juan de Juni...

 
Niños comiendo uvas y melón, gant Murillo.

Livourien veur an Azginivelezh

kemmañ

Livourien veur ar Varokelezh

kemmañ

Sonerezh

kemmañ

Sonerien veur zo bet ivez, evel Tomás Luis de Victoria, Francisco Guerrero, Luis de Milán hag Alonso Lobo.

Lennegezh

kemmañ

Bleuniañ a reas al lennegezh spagnolek, gant anvioù daou zen illur : Miguel de Cervantes ha Lope de Vega, ha ne dleont ket kuzhat anvioù an dud niverus bihanoc'h o brud en diavaez d'ar bed spagnolek.

Romantoù

kemmañ

E-touez skedusañ oberennoù lennegezh ar bed emañ romant Miguel de Cervantes, Don Quijote de la Mancha.
E-kichen da se e tiorroas an novela picaresca, ma konter troioù lamponed, evel e Lazarillo de Tormes (1554, oberour dianav), e Guzmán de Alfarache (1599-1604), gant Mateo Alemán, pe en Estebanillo González, pe c'hoazh e La vida del Buscón, gant Quevedo (1626).

 
Kolonennoù Herkul skrivet warno « Plus Ultra », arouez an impalaer Carlos Iañ Spagn e ti-kêr Sevilla (XVIIvet kantved), a vije, gouez da lod, orin arouez an dolar.

C'hoariva

kemmañ

Ken pouezus all ha fonnusoc'h zoken eo oberenn Lope de Vega, en dije savet mil pezh-c'hoari e-kerzh e vuhez, pa ne chom nemet pevar c'hant anezho hiriv.

Barzhoniezh

kemmañ

Ur c'hiz italian a renas e Spagn evel e meur a vro all er XVIvet kantved en arzoù a voe bras hec'h efedoù er varzhoniezh. Garcilaso de la Vega, Juan Boscán ha Diego Hurtado de Mendoza a stagas d'ober gant ar werzenn unneksilabennek ha da heuliañ daoreoù ar Petrarchismo, pe petrarkegezh. Boscán a savas manifesto ar skol nevez en e Epístola a la duquesa de Soma hag a droas El cortesano di Baldassarre Castiglione e kastilhaneg. Enep dezho e savas broadelourien evel Cristóbal de Castillejo pe Fray Ambrosio Montesino, a rae gant an eizhsilabenneg.

E dibenn ar XVIvet kantved e tiorroas ar varzhoniezh relijiel ha kevrinek, gant Juan de la Cruz, San Juan Bautista de la Concepción, San Juan de Ávila, Santa Teresa de Jesús, pe penediñ gant fray Luis de León, fray Luis de Granada, astennet ur pennad gant Quietismo Miguel de Molinos.

Er XVIIvet kantved e voe gwelet daou zoare enebet, hini conceptismo Francisco de Quevedo ha culteranismo Luis de Góngora o keveziñ. Hervez ar veizadouriezh e oa ret klask lavarout ar muiañ gant an nebeutañ a c'herioù. Gant ar gongorismo e veze astennet ar stumm en-dro d'ur ster bihanik ha luziet e oa an ereadurezh ken e oa diaes da lenn ha kevrinek ar c'hompren. Skouer Luis de Góngora a veze heuliet gant Kont Villamediana, Gabriel Bocángel, al leanez Juana Inés de la Cruz pe Juan de Jáuregui, pa oa skeudennet ar c'h-conceptismo gant Kont Salinas, Lope de Vega pe Bernardino de Rebolledo, pep hini en e zoare.

Levezon en estrenvro

kemmañ

Bras e voe levezon lennegezh Spagn e deroù ar XVIIvet kantved war al lennegezh c'hallek, ar romant hag ar c'hoariva dreist-holl.

Jean Rotrou (1609-1650) ha Paul Scarron (1610 - 1660) a voe brudet o oberennoù a zreveze an oberourien spagnol ha gante e voe levezonet Pierre Corneille (Le Cid) ha Molière, hag ivez Thomas Corneille, Alain René Lesage (Gil Blas) , John Vanbrugh etc. Troet e voe ar c'hoariva spagnolek en izelvroeg, gant Theodore Rodenburg, e Bro-Saoz gant John Webster, Fletcher, Dryden, etc.


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.