Paul Gauguin

livour gall

Paul Gauguin (7 a viz Mezheven 1848 - 8 a viz Mae 1903) a oa a oa un arzour goudetrivliadelour eus dibenn an XIXvet kantved, liver, kizeller, engraver, prier ha skrivagner. Levezonet en deus an arz modern en XXvet kantved hag e zoare da zispakañ ster ar sujedoù el livadennoù, dindan levezon ar vevennouriezh, en deus digoret an hent d’ar gentidigouriezh. Brudet eo e daolennoù diwar-benn Breizh ha Tahiti. Unan eus pennoù Skol Pont-Aven e oa.

Emboltred e tog, (1893)
Mirdi Orsay, Pariz
La danse des quatre bretonnes (1888)
Neue Pinakothek - München
Vairumati

Brudet eo ivez evit e zarempredoù gant Vincent ha Theo van Gogh. Dont a reas arz Gauguin da vezañ brudet goude e varv : da skouer e reas kalz strivoù ar gwerzher arz Ambroise Vollard a aozas diskouezadegoù e diwezh e vuhez hag a skoazellas aozañ div ziskouezadeg vras e Pariz goude e varv[1][2].

E vuhez kemmañ

Yaouankiz kemmañ

 
Aline Marie Chazal Tristán, (1825–1867) "Mamm an arzour", 1889, Staatsgalerie Stuttgart
 
Flora Tristan (1803–1844), mamm-gozh Gauguin a-berzh mamm, e 1838

Gauguin a oa ganet e Pariz d'ar 7 a viz Even 1848, bloavezh an dispac'hoù en Europa a-bezh. Mab e oa da Guillaume Clovis Pierre Gauguin (1814-1849) ha da Aline Chazal (1825-1867), e bried. E dad, ur c'hazetenner frankizour a oa ganet en un tiegezh embregerien eus Orleañs[3], a voe dleet dezhañ tec'het diouzh Frañs pa oa bet serret e gazetenn gant ar gouarnamant[4]. Mamm Gauguin a oa 22 vloaz ha merc'h e oa da André Chazal, un engraver, ha da Flora Tristan, un skriverez hag un emsaverez eus al luskadoù sokialour kentañ. Paouez a reas o eured pa oa taget Flora gant he gwaz ha pa oa kondaonet da ugent vloaz en toull-bac'h da vezañ esaet muntrañ anezhi[5].

Mamm-gozh Paul Gauguin eus kostez e vamm, Flora Tristan, a oa bastardez Thérèse Laisnay ha Don Mariano de Tristan Moscoso. Ne ouzer ket kalz a dra diwar-benn tiegezh Thérèse, na ma oa ur vaouez a noblañs pe un avanturez[6]. Don Mariano, ofiser en Dragoned, a oa ezel eus un tiegezh tudjentiled spagnol eus kêr Arequipa er Perou. Izili tiegezh pinvidik Tristan Moscoso a zalc'he kargoù uhel er Perou[7]. Dilojañ a rejont da Bariz e 1803. Marv dic'hortoz Don Mariano a lakaas e vestrez hag e vugel, Flora, da gouezhañ er baourentez[8]. Flora a resevas un tamm leve dister a-berzh kerent e dad. Mont a reas d'ar Perou en esper gounit ul lodenn vrasoc'h eus pinvidigezhioù tiegezh Tristan Moscoso. C'hwitañ a reas, met da-c'houde e embannas un danevell veaj hag a reas berzh hag a vroudas anezhi mont daved al lennegezh e 1838. Mamm-gozh Gauguin a roas skoazell da sevel diazez luskadoù dispac'hel 1848. Evezhiet gant polis Bro-C'hall e veaje a-dreuz ar Frañs da brezeg e bodadegoù ma c'halve ar broleterien da unaniñ. Skuizh-marv e faganas e Bourdel hag e varvas eno e miz Du 1844.[9]. Idolenn he mab-bihan Paul e oa, ha derc'hel a reas skouerennoù eus he levrioù gantañ betek fin e vuhez[10].

E 1850, Clovis Gauguin a guitas Pariz, dindan ren Napoleon III, da vont d'ar Perou gant e wreg Aline hag e vugale yaouank en esper sevel ur gazetenn nevez eno gant sikour kerent e wreg e Suamerika[11]. Mervel a reas diwar un taol kalon war an hent hag Aline a erruas er kêr-benn, Lima, intañvezet, asamblez gant Paul a oa 18 miz hag e c'hoar 2 vloaz, Mari. Degemeret e oa gant he goureontr eus tu he zad, Don Pio Tristan Moscoso, a oa tad-kaer da José Rufino Echenique, hag hemañ a zeuio prezidant ar Perou dizale[12]. Betek e c'hwec'h vloaz, Paul a oa desavet evel un denjentil, gant magerezed ha mevelien. Derc'hel a rae soñj mat eus ar prantad-se eus e vugaleaj[13].

Bugaleaj eürus Gauguin a baouezas a-daol-trumm pa'z eas an tu koll gant kostezenn e gerent e-pad ar brezel-diabarzh e 1854. Aline a zistroas da Vro-C'hall gant he bugale, hag a lezas Paul gant e dad-kozh eus tu e dad, Guillaume Gauguin, en Orleañs. Klan Tristan Moscoso a viras outi a gaout al leve brokus roet dezhi gant Don Pio. Aline en em lakaas neuze da labourat evel kemenerez e Pariz[14].

Eured kemmañ

 
Gauguin hag e wreg Mette e Kopenhagen, Danmark, 1885

E 1873 e euredas un Danez, Mette-Sophie Gad (1850–1920). E-doug an dek vloaz da-c'houde e oa bet ganet pemp bugel : Émile (1874–1955); Aline (1877–1897); Clovis (1879–1900); Jean René (1881–1961); ha Paul Rollon (1883–1961). E 1884, Gauguin a zilojas da Gopenhagen gant e diegezh, ma labouras evel gwerzher ballinoù. Ne reas ket berzh : ne oa ket evit komz daneg, ha ne blije ket ballinoù Bro-C'hall d'an Daniz. Mette a c'houneze peadra d'o lakaat da vevañ o reiñ kentelioù galleg d'an danvez diplomated[15].

Pa fellas da Gauguin dont da vezañ livour leun amzer e savas bec'h gant e wreg hag he familh. Distreiñ a reas da Bariz e 1885, goude m'o devoa goulennet digantañ mont kuit abalamour m'en doa dilezet an talvoudegezhioù a rannent[16][17]. Gwelet a reas anezhe evit ar wezh diwezhañ e 1891, ha Mette a guitaas anezhañ da vat e 1894[18],[19].

Livadennoù kentañ kemmañ

 
Studi unan noazh, 1880, Ny Carlsberg Glyptotek

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

E 1873, pa grogas da labourat evel ajant eskemm, Gauguin a stagas da livañ e-pad e amzer vak. Edo o chom d'ar 15, rue la Bruyère, en IXvet arondisamant[20][21]. Nepell ac'hano edo an tavarnioù darempredet gant an drivliadelourien. Daremprediñ a rae Gauguin ar mirdioù ivez alies ha prenañ a rae oberennoù digant arzourien nebeut anavezet c'hoazh. Dont a reas da vezañ mignon gant Camille Pissarro[22] ha dont a rae da welet anezhañ da Sul da livañ en e jardin. Pissarro a lakaas anezhañ da anavezout meur a arzour all. E 1877, Gauguin a zilojas e Vaugirard, e trede solier an 8 rue Carcel[21].

E vignon bras, Émile Schuffenecker, un ajant eskemm kozh a felle dezhañ ivez mont da arzour, a oa o chom e-kichen. Gauguin a ziskouezas livadurioù e diskouezadegoù trivliadelour dalc'het e 1881 ha 1882. Ne oant ket priziet, daoust ma'z eo brudet-kenañ lod anezhe hiziv an deiz, evel Jardinoù legumajerien Vaugirard[23][24].

E 1882 e voe un enkadenn en eskemmdi ha marc'had an arz a zizerias. Paul Durand-Ruel, gwerzher pennañ an driviliadelourien, a oa gwall dapet gant an enkadenn, hag e-pad ur prantad e paouezas da brenañ livadurioù digant liverien evel Gauguin. Gauguin a c'houneze kalz nebeutoc'h, koulskoude e tivizas d'ar mare-se dont da vezañ arzour a vicher[22]. E-pad an div hañvezh goude-se e livas gant Pissarro hag a-wezhioù gant Paul Cézanne.

E miz Here 1883 e skrivas da Bissarro m'en doa graet e soñj da vevañ diwar e livadurioù kousto-pe-gousto hag e c'houlenne e skoazell, ar pezh a reas Pissarro da gentañ. E miz Genver goude, Gauguin a zilojas gant e familh da Rouen, ma c'hallent bevañ marc'hadmatoc'h ha ma soñje da Gauguin e c'hallfe ober berzh. Koulskoude ne zeuas ket a-benn eus e daol, hag e fin ar bloaz ez eas Mette hag ar vugale da Gopenhagen. Gauguin a heulias anezhe e miz Du 1884, gant e zastumad arz, a chomas war e lerc'h e Kopenhagen goude-se[25][26].

Ar vuhez e Kopenhagen a ziskouezas bezañ ken diaes all, ha bec'h a savas en e eured. War goulenn Mette, harpet gant e diegezh, e tistroas Gauguin da Bariz ar bloaz war-lerc'h[27].

Frañs 1885–1886 kemmañ

 
Peder Bretonez, 1886, Neue Pinakothek, Munich

Gauguin a zistroas da Bariz e miz Even 1885, gant e vab c'hwec'h vloaz, Clovis. Chom a reas ar vugale all gant Mette e Copenhagen, e lec'h ma oa tiegezh o mamm ha ma c'halle Mette kavout labour evel troerez ha kelennerez war ar galleg. Gauguin a gavas diaes da gentañ antreal adarre e bed an arzoù e e Pariz. Tremen a reas e c'hoañvezh kentañ er baourentez du, ha rediet e oa da ober labourioù dister. Clovis a gouezhas klañv hag a oa kaset d'ur skol-lojañ a-benn ar fin, gant arc'hant c'hoar Gauguin[28][29]. E-pad ar bloavezh kentañ, Gauguin ne reas nemet nebeut a dra war-dro an arzoù. Diskouez a reas triwec'h livadur hag un engravadur koad en eizhvet (ha diwezhañ) diskouezadeg an drivliadelourien e miz Mae 1886[30].

Ar pep muiañ eus al livadurioù-se a oa oberennoù savet e Rouen pe Kopenhagen ha ne oa netra nevez da vat en dornadig livadurioù nevez, daoust ma kaver e Kouronkerezed e Dieppe ur sujed a zeuio en-dro alies e livadurioù Gauguin : ar maouezed er gwagennoù. Koulskoude e prenas Félix Bracquemond unan eus e livadurioù. An diskouezadeg-se a reas ivez eus Georges Seurat penn luskad ar Gward a-raok e Paris. Gauguin a rae fae war teknik neveztrivliadelour ha poentour Seurat ha diwezhatoc'h er bloaz-se e vroc'has da vat gant Pissarro. Adalek neuze e teuas hennezh da vezañ kentoc'h enebour Gauguin[31][32].

Gauguin a dremenas hañvezh 1886 e trevadennad arzourien Pont-Aven e Breizh. Dont a reas abalamour ma oa marc'hadmat bevañ eno. Kouskoude e reas berzh e-touez ar studierien yaouank war an arz a zeue d'eno a-vandennadoù e-pad an hañv. Dalc'het ez eus bet soñj anezhañ e-pad ar prantad-se kement evit e neuz istrogell hag evit e arz. E-touez e gamaraded nevez edo Charles Laval hag a ambrougo Gauguin bloaz goude er Panama hag er Martinik[33][34]

En hañv-se e tresas gant pastel tud noazh e doare Pissarro ha e doare livadurioù Degas diskouezet en eizhvet diskouezadeg trivliadelour e 1886. Livañ a reas maeziadoù dreist-holl, e-giz Ar vaesaerez vreton, ma ne c'hoari an den nemet ur roll dister. E Bretoned yaouank o kouronkat a implij un tem a zistroas gantañ bep gwezh ma teuas da Bont-Aven, zo awenet en un doare anat gant Degas en doare d'e empennañ hag en implij hardizh a ra eus livioù divesk.

Tresadennoù didro ar skeudennaouer saoz Randolph Caldecott, implijet da skeudennaouiñ ul levr-heñchañ diwar-benn Breizh, en doa sachet ijin arzourien ar Gward a-raok e Pont-Aven, mall gante en em zizober eus emzalc'h mirour o akademiezhioù. Ha Gauguin a zrevezas anezhe gant aked en e vrastresoù Bretonezed[35]. Diwezhatoc'h e labouras diwar ar brastresoù-se da sevel livadurioù pa oa distro en e stal labour e Pariz. An hini pouezusañ anezhe eo Peder Bretonez. Diskouez a ra ur c'hemm krenn e-keñver e stil trivliadelour a-ziaraok hag e ra gant un dra bennak eus naoutur didro skeudennoù Caldecott, o vont amplik gant perzhioù zo, betek tizhout al ludresadenn[36][37].

Gauguin, asambles gant Émile Bernard, Charles Laval, Émile Schuffenecker ha kalz re all, a zistroas da Bont-Aven goude e veajoù e Panama hag er Martinik. Implij hardizh al liv divesk ha choaz arouezour an danvez zo perzhioù eus ar pezh a anver Skol Pont-Aven abaoe. Dipitet gant an drivliadelouriezh, Gauguin a soñje e oa deuet al liverezh european hengounel da vezañ re zrevezus hag e tiouere donded arouezel. Er c'hontrol, arzoù Afrika hag Azia a hañvale dezhañ bezañ annez a arouezouriezh kevrinek hag leun a startijenn. D'ar c'houlz-se e oa ur c'hiz en Europa evit arz ar sevenadurioù all, hini Bro-Japan peurgetket. Pedet e oa bet da gemer perzh e diskouezadeg 1889 aozet gant Les XX.

Bevennouriezh ha sintetegezh kemmañ

 
Skritell eus diskouezadeg 1889 gant ar strollad trivliadelour ha sintetegour, er Café des Arts, anavezet e-giz Diskouezadeg Volpini 1889

Dindan levezon an arz poblek hag hini Stampennoù Bro-Japan e emdroas oberenn Gauguin etrezek ar vevennouriezh. Badezet e oa bet ar stil-se gant ar buruteller Édouard Dujardin da zeskrivañ doare Émile Bernard da livañ gant gorreadoù livioù plaen ha bevennoù tev, rak degas a rae soñj da Zujardin eus teknik amailh bevennet ar Grennamzer. Gauguin a blije kalz dehzañ arz Bernard hag e hardizhegezh oc'h ober gant ur stil a sache Gauguin en e glask evit dispakañ penn-natur an traezoù en e oberenn[38].

E-barzh Ar C'hrist melen (1889), meneget alies evel un oberenn vevennour beurvat, e teu ar skeudenn da vezañ treset gant gorreadoù liv divesk dispartiet gant linennoù du tev. En hevelep oberennoù ne daole ket Gauguin evezh ouzh ar berspektivenn glasel ha tennañ a rae kuit hardizh pep dereziad liv soutil. Oc'h ober an dra-se e torre gant an div bennaenn arouezusañ eus al livouriezh goude an Azginivelezh. Diwezhatoc'h e emdroas e liouriezh trema ar sintetegezh ma ne drec'h nag ar stumm nag al liv, dezhe pep a roll kevatal.

Martinik kemmañ

 
Maeziad eus ar Martinik 1887, Scottish National Gallery

E 1887, goude bezañ bet e Panama, Gauguin a chomas etre miz Mezheven ha miz Du e-kichen Saint-Pierre er Martinik, gant e vignon arzour Charles Laval. Anavout a reer e soñjoù hag e skiant prenet e-doug ar prantad-se a-drugarez d'e lizhiri d'e wreg Mette ha d'e vignon Emile Schuffenecker[39]. Degouezhout a reas er Martinik o tont eus ar Panama ma oa en em gavet hep ur gwenneg hag hep labour. D'ar mare-se en doa Bro-C'hall ur politikerezh advroañ : pa' n em gave ur c'heodedad diarc'hant pe houbet en un drevadenn c'hall e paee ar Stad evit e veaj distro. Pa guitaas ar Panama, goude bezañ resevet o zremenoù-hent, Gauguin ha Laval a zivizas diskenn diwar ar vag e porzh Saint-Pierre.

Da gentañ, ar "foukenn morian" ma o a o chom a blije dezhañ, ha sellet ouzh an dud en o buhez pemdez ivez[40]. Koulskoude e oa tomm-gor an amzer e-pad an hañv ha pa veze glav e tremene an dour a-dreuz an doenn. Gouzañv a reas ivez diwar ar flus-gwad hag ar malaria. Pa oa er Martinik e savas etre 10 hag 20 oberenn (peurliesañ e roer ar sifr a 12 livadur), e veajas e pep lec'h ha war a zeblant e skoulmas darempredoù gant ur gumuniezh vihan a zivroidi indian. Levezonet e vefe e oberennoù gant ar gejadenn-se dre implij arouezennoù eus an hindouegezh. E-keit ha ma oa o chom en enezenn e oa ar skrivagner Lafcadio Hearn eno ivez[41]. E rentañ-kont a bourchas ur c'henarroud istorel da livadennoù Gauguin.

Echuiñ a reas Gauguin 11 livadur anavezet e-pad e chomadenn er Martinik. Kalz anezhe a seblant bezañ diazezet war e foukenn. En e lizhiri da Schuffenecker e tiskouez ar birvilh zo ennañ abalamour d'al lec'h egzotek ha d'ar vroidi a weler en e livadurioù. Hervez Gauguin e oa gwell pevar eus e livadurioù war an enezenn evit ar peurrest[42]. E livadurioù zo arvestoù livet-flamm eus an diavaez. Daoust d'e amzer war an enezenn da vezañ berr e tiskouez bezañ bet a-bouez-bras. Adkelc'hiañ a reas lod eus e labour e livadurioù a savas diwezhatoc'h, evel an tem e-barzh E-mesk ar mangezenned[43] a eilas evit e vignoned. An dud diwar ar maez hag an henvroidi a zalc'has da vezañ un danvez a-bouez en oberenn Gauguin goude e zisparti.

Vincent ha Theo van Gogh kemmañ

 
Vincent van Gogh, Paul Gauguin (den e vered ruz), 1888, Van Gogh Museum, Amsterdam

Lakaet e voe livadurioù Gauguin livet er Martinik e palier arz renet gant e varc'hadour livioù, Arsène Poitier. Eno e voent gwelet gant Vincent van Gogh a estlammas oute hag gant e vreur Theo a oa gwerzher arz hag a veze e embregerezh Goupil & Cie o labourat gant Poitier. Theo a brenas tri eus livadurioù Gauguin evit 900 lur hag a lakaas anezhe war ziskouez e stal Goupil & Cie, ar pezh a lakaas al liver da vezañ anavezet gant pratikoù pinvidik ar marc'hadour. Kenderc'hel a reas an emglev-se gant Goupil & Cie goude marv Theo e 1891. Vincent ha Gauguin a zeuas da vezañ mignoned vras (eus perzh Vincent e oa ur santimant heñvel a-walc'h ouzh azeulerezh) ha kenskrivañ a raent asambles diwar-benn an arz. Pouezus-kenañ e voe ar c'henskriverezh-se evit Gauguin da lakaat e breder a-zivout an arz e furm[44][45].

E 1888, war atiz Theo, Gauguin ha Vincent a dremenas nav sizhun o livañ asambles e ti melen Vincent en Arles, er Provañs. Darempred Gauguin ha Vincent a zeuas da vezañ stennet. Fallaat a reas o darempredoù hag a-benn ar fin e tivizas Gauguin mont kuit. D'an 23 a viz Kerzu 1888, hervez un danevell graet diwezhatoc'h gant Gauguin, Vincent en em gavas tal-ouzh-tal gant Gauguin, un aotenn gantañ en e zorn. Diwezhatoc'h c'hoazh e troc'has e skouarn gleiz. Pakañ a reas anezhi e follennoù ur gazetenn hag he reiñ d'ur vaouez a oa o labourat en un ti gisti darempredet gant Gauguin ha Vincent, ha goulenn diganti "mirout an dra-se gant evezh, e koun anezhañ". Kaset e oa Vincent d'an ospital antronoz ha Gauguin a guitaas Arles[46]. Ne'n em weljont gwezh ebet ken goude-se, met derc'hel a rejont da genskrivañ, hag, e 1890, Gauguin a yeas betek kinnig sevel ur stal labour asambles en Antwerp[47]. Evit doare, emboltred 1889, Picher e stumm ur penn a ra dave d'an darempredoù diaes etre Gauguin ha Vincent.

Disklêriañ a reas Gauguin diwezhatoc'h en doa bet ur roll a-bouez-bras e diorroadur Vincent van Gogh evel liver en Arles. Vincent a reas taolioù arnod hervez damkan Gauguin diwar-benn "al livañ diwar faltazi" e livadurioù evel Eñvorenn eus al liorzh en Etten. Ne zeree ket outañ hag e tistroas buan d'al livadennoù diwar skouer an natur[48].

Edgar Degas kemmañ

Marc'hegerien war an traezh, 1902, Museum Folkwang
Valérie Roumi, 1880, kizellet ha livet war akajoù, Ny Carlsberg Glyptotek

Daoust ma reas Gauguin lod eus e gammedoù kentañ e bed an arz dindan levezon Pissarro, Edgar Degas a oa an arzour kempred a estlamme ar muiañ Gauguin outañ hag ul levezon vras en doa war e labour adalek ar penn kentañ[49]. Un doujañs bras en doa evit dinentez ha stek Degas[50]. Mignoniezh hirañ ha yac'hañ Gauguin e oa ha padout a reas betek e varv.

Ouzhpenn bezañ unan eus e harperien gentañ (prenañ a rae oberennoù eus Gauguin ha lakaat a reas ar marc'hadour Paul Durand-Ruel d'ober ivez), ne voe biskoazh un harp foran evitañ divralloc'h evit hini Degas[51]. Gauguin a brene ivez oberennoù eus Degas e deroù hag e kreiz ar bloavezhioù 1870 hag e zoug evit ar monotipoù a oa levezonet moarvat gant oberennoù Degas gant an teknik-se[52].

 
Paul Gauguin, Arearea no Varua Ino, 1894, monotip gant livaj dre zour war paper eus Japan, bet perc'hennet gant Degas, National Gallery of Art

E diskouezadeg Durand-Ruel, e miz Du 1893, aozet gant Degas dreist-holl, e resevas Gauguin burutelladennoù a bep seurt. E-touez ar c'hoaperien edo Claude Monet, Pierre-Auguste Renoir ha Pissarro, e vignon a wezhall. Degas, koulskoude, a veulas e labour, ha leun a estlamm evit meurdez egzotek ar folklor diskouezet gant Gauguin e prenas Te faaturuma ("Ar velkoni")[53][54][55]. Da ziskouez e anaoudegezh vat, Gauguin a roas da Zegas Al loar hag an Douar, unan eus al livadurioù lakaet war ziskouez en doa sachet ar burutelladennoù ar muiañ enebet[56]. Taolenn Gauguin anvet Marc'hegerien war an traezh (div stumm zo) a zegas da soñj skeudennoù kezeg kroget gant Degas er bloavezhioù 1860, Roudenn redadeg hag A-raok ar redadeg peurgetket. Diskouez a ra e levezon badus war Gauguin[57]. Degas a brenas daou livadur diwezhatoc'h, er werzh d'an inkant aozet da zastum arc'hant evit e veaj ziwezhañ da Dahiti e 1895 : Vahine no te vi ("Maouez gant ur vangezenn") ha un eilenn a livas Gauguin eus taolenn Manet, Olympia[56][58].

Kentañ beaj e Tahiti kemmañ

E 1890 e reas Gauguin e vennozh da vont da Dahiti. A-drugarez d'ur werzh livadurioù e Pariz en Hôtel Drouot, e miz C'hwevrer 1891, ha da zarvoudoù all evel ur banvez hag ur sonadeg e tastumas arc'hant a-walc'h[59]. Goude ur weladenn d'e wreg ha d'e vugale e Kopenhagen, evit ar wezh diwezhañ, Gauguin a loc'has evit Tahiti d'ar c'hentañ a viz Ebrel 1891, o prometiñ e tistrofe pinvidik hag e krogfe an traoù a-nevez[60]. Fellout a rae dezhañ tec'het diouzh sevenadur Europa ha "kement zo kalvezel ha kendivizadel"[61][62]. Koulskoude e kasas gantañ un dastumad skeudennoù dindan stumm poltredoù, tresadennoù ha stampennoù[63][64].

Tremen a reas an tri miz kentañ e Papeete, kêr-benn an drevadenn, houmañ levezonet kalz dija gant sevenadur Europa. Skrivañ a ra Belinda Thomson, e vuhezskriverez, e tlee bezañ kouezhet e veud en e zorn. Ne'n doa ket arc'hant a-walc'h da ren stil buhez Europiz e Papeete, hag ar poltred kentañ a reas eno, Suzanne Bambridge, ne oa ket degemeret-mat[65]. Divizout a reas neuze en em staliañ e Mataiea, e Papeari, 45 km diouzh Papeete, en ur foukenn vambouz savet e giz ar vro. Eno e livas taolennoù hag a zeskrive buhez Tahiti evel Fatata te Miti ("e-kichen ar mor") hag Ia Orana Maria (Ave Maria), a zeuas da vezañ al livadur a blije muiañ dezhañ e-mesk re Dahiti[66].

 
Vahine no te tiare (Maouez gant ur boked), 1891, Ny Carlsberg Glyptotek

Kalz eus e livadurioù gwellañ a oa savet er prantad-se. Hervez a soñjer ez eo Vahine no te tiare (Tahitianez he boked) ar c'hentañ taolenn a livas eus ur patrom eus Tahiti. Heverk eo al livadur-se dre an aked lakaet da dresañ enebrezh ar Bolinezianed. Kas a reas anezhi d'e vesen George-Daniel de Monfreid, ur mignon da Schuffenecker, a zeuio da vezañ kampion Gauguin e Tahiti. E diwezh an hañv e 1892 e oa al livadur-se war ziskouez e palier Goupil & Cie e Pariz[67]. Nancy Mowll Mathews, istorianez eus an arz, a gred e oa kejadenn Gauguin gant ar sensualegezh egzotek e Tahiti, ken anat en e daolennoù, a oa darvoud pouezusañ e veaj eno[68].

Prestet e oa bet da c'hGauguin skouerennoù eus Voyage aux îles du Grand Océan[69] hag eus État de la société tahitienne à l'arrivée des Européens[70], enno deskrivadurioù eus sevenadur ha relijion Tahiti gwezhall. Boemet e oa Gauguin gant an danevelloù diwar-benn kevredigezh an Arioi hag o doue, 'Oro. Abalamour ma ne oa skeudenn ebet el levrioù-se ha ma oa aet ar patromoù tahitian da get pell zo, e c'halle lezel e faltazi da redek. Seveniñ a reas war-dro ugent livadur hag un dousennad engravadur war goad e-pad ar bloaz kentañ. Ar c'hentañ e oa Te aa no areois (had an Areoi), a ziskoueze gwreg Oro war an douar, Vairaumati (er Metropolitan Museum of Art emañ hiziv). E garned notennoù skeudennaouet, Ancien Culte Mahorie, zo miret el Louvre hag embannet e oa e stumm ur facsimile e 1951[71][72][73].

En holl e kasas Gauguin nav eus e livadurioù da Vonfreid e Paris. Diskouezet e voent e Kopenhagen en un diskouezadeg a zegemere ivez livadurioù graet gant Vincent van Gogh a oa aet da anaon neuze. Ar vrud ma oant bet degemeret-mat (daoust ma ne oa bet gwerzhet nemet daou eus livadurioù Tahiti e gwirionez ha ma ne oa ket bet kavet kenkoulz e daolennoù abred ha re van Gogh) a roas kalon a-walc'h dezhañ da soñjal distreiñ gant un dek taolenn ha tri-ugent bet echuet gantañ[74][75]. Forzh penaos e oa erru berr ar c'hezeg gantañ p'en doa ranket goulenn skoazell ar gouarnamant da zistreiñ d'ar gêr. Ouzhpenn-se en doa kudennoù yec'hed diagnostiket evel kudennoù kalon gant mezeg ar vro, hag a c'hallfe bezañ bet kentañ sinoù un naplezenn kalon-gwazhied[76].

En e danevell veaj dalif (1901) e intente komz eus e livadennoù ha deskrivañ e veaj e Tahiti. Burutellerien zo o deus lavaret e oa bet hanter faltaziet hag hanter kopiet danvez al levr gantañ[77][78]. Diskuliañ a rae ennañ en doa kemeret ur plac'h trizek vloaz da bried pe vahine (ar ger Tahitieg evit "maouez"), un eured kaset da benn en un penn-devezh hepken. Teha'amana e oa anv ar plac'h, met anvet e oa Tehura en e eñvorennoù. En em gavout a reas dougerez e penn diwezhañ hañvezh 1892[79][80][81]. Mathews a skriv e oa bet pouezet war yaouankiz ar plac'h gant Gauguin evit kaout un efed dramaek. Koulskoude ez eo gwirheñvel e oa Teha'amana e deroù ar grennardiezh, rak d'ar mare-se e veze profet alies merc'hed yaouank evel gwragez da Gornôgiz. N'eus roud ebet eus krouadur Teha'amana goude-se. Hervez Mathews a oa bet advabet hervez giz Tahiti[82]. Teha'amana zo bet an danvez eus meur a livadur gant Gauguin, en o mesk Merahi metua no Tehamana hag Emañ an anaon o sellet ken brudet all, koulz hag an gizelladenn Tehura, e Mirdi Orsay hiziv[83]. E dibenn miz Gouere 1893 e kuitaas Gauguin Tahiti ha ne welas morse Teha'amana nag he bugel mui ha pa 'z eas d'an enezeg en-dro meur a vloaz goude[84].

Distro da Vro-C'hall kemmañ

 
Gauguin, c. 1895, o seniñ an armolud e studio Alphonse Mucha e straed la Grande-Chaumière, Pariz (poltred gant Mucha)
 
Paul Gauguin, 1894, Oviri (Goueziad)

E miz Eost 1893 e tistroas Gauguin da Vro-C'hall ma kendalc'has da livañ taolennoù diwar-benn danvezioù a denne da Dahiti e-giz Mahana no atua (Deiz an doue) ha Nave nave moe (Stivell sakr, hunvreoù c'hwek)[85][86].
E miz Du 1893, ne reas ket un diskouezadeg e palier Durand-Ruel ur berzh bras pa voe uhel a-walc'h ar prizioù. Ouzhpen-se e teuas Gauguin ur wezh pep sizun gant dilhad polinezian hag e dreveze bezañ un den egzoteg . Muioc'h c'hoazh e veze ambrouget gant ur grennardez, anavezet dindan lesanv Annah, ar Javaadez[87].
Cheu a darzhas gant ar gwerzher Durand-Ruelle diwar abegoù chomet kuzh ken e kollas e baeroniezh ha marteze kalz muioc'h evel marc'had ar Stadoù-Unanet[88]. E deroù 1894 e adkrogas gant ar c'hoadengraverezh hervez un teknik nevez da vezañ implijet evit an danevell veaj, Noa Noa, a voe war ar stern. Distreiñ a reas e Pont-Aven e-pad an hañv. E miz C'hwevrer 1895 e klaskas gwerzhañ e daolennoù d'an inkant auction en Hôtel Drouot, e Pariz, evel e 1891, met ne reas ket berzh. Ar gwerzher Ambroise Vollard, koulskoude, a stalias un diskouezadeg en e balier e miz Meurzh 1895, met ne voe ket gwerzhet.[89]. E-touezh an oberennoù e kinnigas ur priaj a vent bras, dindan anv Oviri a vije bet nac'het, hervez Charles Morice, e vuhezskriver, evit Saloñs ar Société Nationale des Beaux-Arts raktreset evit miz Ebrel 1895. Met, diwezhatoc'h e skrivas Ambroise Vollard ma voe degemeret ha pa voe kinniget gant Chaplet lakaat e obererennoù da vezañ dilammet kuit. Bezet pe vezet, dre an degouezh-se e kreskas Gauguin e vrud pa lakaas da embann er pemdezieg Le Soir ul lizher diwar-benn an dismegañs en doe santet ha stad fall ar prierezh e Bro-C'hall. Er mare-se e voe anat e teufe an disrann diouzh e bried, Mette, da vezañ peurglok pa ne voe akord ebet war an arc'hant ha ne gredas ket reiñ dezhi ul lodenn vihan eus hêrezh e eontr, Isidore, pa gomprenas e c'hoarie e vignon Schuffeneker ur roll fall en hantererezh.

Klask a reas mignoned Gauguin dastum arc'hant digant ar public foran evit un distro da Dahiti, met pa ne voe ket tizhet ar samm ret e tleas al liver e c'houlenn digant e vignoned o-unan. E miz Mezheven 1895 e voe kavet un treizh marc'had-mat ha e loc'has Gauguin eus e vro da viken[90].

Taolennoù kemmañ

Diwar-benn Breizh kemmañ

Diwar-benn Tahiti kemmañ

Oberennoù all kemmañ

Gwelout ivez kemmañ

Liammoù diavaez kemmañ

E galleg
E saozneg

Notennoù kemmañ

  1. Salon d'Automne (1903). Catalogue de peinture, dessin, sculpture, gravure, architecture et arts décoratifs: exposés au Grand Palais des Champs-Élysées. Evreux : Ch. Hérissey. 69 p. 
  2. Salon d'Automne (1906). Catalogue des ouvrages de peinture, sculpture, dessin gravure, architecture et art décoratif. Paris : Société du Salon d'automne. 191 p. 
  3. Bowness, 1971, p. 3 : "Clovis came from Orléans, and there is nothing in the Gauguin family history of market gardeners and small businessmen to suggest an artistic temperament".
  4. Bowness, 1971, p.3-4
  5. Bowness, 1971, p. 3
  6. Bowness, 1971, p. 3 : "… Thérèse Laisnay, whose background nothing whatever is known…whether she was an aristocrat or adventuress, it is impossible to say."
  7. Bowness, 1971, p. 3
  8. Bowness, 1971, p.3
  9. Bowness, 1971, p. 3
  10. Bowness, 1971, p. 3
  11. Bowness, 1971, p. 4
  12. Bowness, 1971, p. 4
  13. Bowness, 1971, p. 4
  14. Bowness, 1971, p. 4
  15. Januszczak, Full Story.
  16. Mathews, 2001, p. 62
  17. Thomson, 1987, p. 38
  18. Mathews, 2001, p. 194 ha 210
  19. Thomson, 1987, p. 29, 182
  20. Gauguin: Where he lived and loved.
  21. 21,0 ha21,1 Jean-François Staszak Patrom:Google books
  22. 22,0 ha22,1 Cindy Kang, Gauguin Biography, Heilbrunn Timeline of Art History, New York: Metropolitan Museum of Art, 2000.
  23. Thomson, 1987, p. 22
  24. Mathews, 2001, pp. 38–40
  25. Thomson, 1987, pp. 27–29
  26. Mathews, 2001, pp. 52–56
  27. Mathews, 2001, p. 56, 57–62
  28. Thompson p. 38
  29. Mathews, 2001, pp. 63–67
  30. The Eighth Impressionist Exhibition – 1886. About.com.
  31. Thomson, 1987, pp. 39–41}
  32. Mathews, 2001, pp. 67–68
  33. Mathews, 2001, pp. 70–73
  34. Thomson, 1987, pp. 42–49
  35. Blackburn (1880)
  36. Thomson, 1987, pp. 42–49
  37. Mathews, 2001, pp. 74–75
  38. "Gauguin, Paul", The New York Times. "With the artist Emile Bernard, Gauguin invented a method of rendering pictoral space that uses large patches of flat color and thick line; these techniques influenced early 20th-century artists. Gauguin's works include Vision after the Sermon: Jacob Wrestling with the Angel (1888), Mahana no atua (Day of the God) (1814), and Savage Tales (1902)." 
  39. "Gauguin and Martinique," Karen Kristine Reichnitzer Pope, 1981.
  40. Philip Vickers, "Martinique in Gauguin's Footsteps", Contemporary Review, 1 June 1997.
  41. Hearn, Lafcadio (25 February 1890). Two years in the French West Indies. New York, Harper & brothers.
  42. "Letters to his Wife and Friends," Paul Gauguin, 1946.
  43. 43,0 ha43,1 De mangobomen, Martinique.
  44. Thomson 1987, pp. 52–54, 65
  45. Mathews 2001, pp. 113–117
  46. Gayford, 2006, p. 284
  47. Pickvance, Ronald. Van Gogh in Saint-Rémy and Auvers (exh. cat. Metropolitan Museum of Art, New York), Abrams, New York 1986. (ISBN 0-87099-477-8) p. 62
  48. Thomson, 1987, pp. 76–77
  49. Cachin, 1992, pp. 16, 19, 123
  50. Cachin, 1992, p. 17
  51. Cachin, 1992, p. 16
  52. Figura, Childs, Foster & Mosier (2014), 26
  53. Cachin, 1992, pp. 85, 95
  54. Stuckey p. 231
  55. Ann Dumas (ed.), The Private Collection of Edgar Degas, levrenn I, p. 57
  56. 56,0 ha56,1 Ann Dumas (ed.) The Private Collection of Edgar Degas, levrenn I, p. 56
  57. Cachin, 1992, p. 123
  58. Stuckey p. 260
  59. Thomson, 1987, p. 125
  60. Thomson, 1987, p. 127
  61. Mathhews pp.157–167
  62. "The painter who invented his own brand of artistic license," Arifa Akbar, The Independent, 20 April 2010.
  63. Thomson|1987|p=143
  64. Deskrivet en deus an dastumad-se en ul lizher da Odilon Redon evel "ur bedig a-bez a vignoned". En dastumad e oa maendresadenn Odilon Redon, La Mort, koulz ha poltredoù eus danvezioù evel rizenn un templ e Borobudur hag ur freskenn eus Henegipt eus ur bez eus an XVIIIvet tierniezh e Teba. Thomson, 1987, pp. 143, 145, 152
  65. Thomson, 1987, p. 133
  66. Thomson, 1987, p. 182. Thomson a skriv e profas Gauguin Ia Orana Maria da Mirdi Luxembourg, hag e voe nac'het e brof gant an dud e karg, "ar pezh a gadarnaas hag a startaas kaz Gauguin evit an dud e karg"
  67. Thomson, 1987, pp. 92, 136–138
  68. Mathews, 2001, p. 187
  69. Jacques-Antoine Moerenhout, Voyage aux îles du Grand Océan, 1837
  70. Edmond de Bovis 1855 État de la société tahitienne à l'arrivée des Européens
  71. Danielsson, 1969, p. 24
  72. Thomson, 1987, p. 156
  73. Mathews, 2001, p. 174
  74. Mathews, 2001, p. 193
  75. Thomson, 1987, p. 166
  76. Mathews, 2001, p. 188
  77. Cotter, Holland. "The Self-Invented Artist", The New York Times. 
  78. Solomon-Godeau pp. 326, 328
  79. Mathews, 2001, pp. 179–182
  80. Gauguin (1903) Noa Noa, pp. 63–69
  81. "Is it wrong to admire Paul Gauguin's art?", telegraph.co.uk. 
  82. Mathews, 2001, p. 180.
  83. Tehura. Musée d'Orsay.
  84. Thomson, 1987, p. 181
  85. The Art Institute of Chicago. (2005). "Examination: Gauguin's Day of the God (Mahana No Atua)", Art Explorer, 2012.
  86. Thomson, 1987, p.181
  87. [[[:Patrom:Google books]] "Gauguin's Faithless Javanese"]. LIFE. 11 September 1950. {{cite magazine}}: Check |url= value (help)
  88. Mathhews p.200
  89. Mathews, 2001, p. 208
  90. Wright p.194-8
  91. Dictionary of Artists' Models, P. 47