Elesbed Aostria (1554-1592)
- Ur bajenn disheñvelout Elesbed Aostria zo ivez.
Elesbed Aostria (1554–1592), ganet ha marvet e Vienna, a oa ur briñsez aostrian hag a zeuas da vout rouanez Bro-C'hall goude dimeziñ d'ar roue gall Charlez IX.
Merc'h e oa d'an impalaer Masimilian II ha da Maria Spagn e bried.
He buhez
kemmañUr veleganez koant-bras e oa, savet er relijion. E 1570, da 16 vloaz, e timezas d'ar roue gall Charlez IX en iliz Mézières. E 1571 e voe kurunennet e Sant-Denez ha degemeret war an ton bras goude e kêr Bariz. Goude-se ne voe ket anv anezhi nemeur.
E 1572 he doe ur verc'h, Marie-Élisabeth (1572-1578), hogen mab ebet. E-keit-se e talc'he he fried da zaremprediñ e serc'h Marie Touchet, hag ur mab en doe, Charles de Valois-Auvergne, dug Angoulême, en 1573.
Ne chomas nemet tri bloaz el lez c'hall. Karet e oa dre ma oa dous, koant, ha fur. Meur a yezh a gomze (alamaneg, spagnoleg, italianeg, latin) hogen galleg ne rae ket. Klañvidik e oa he gwaz, ha mervel a reas e 1574. Intañvez e oa Elesbed da 20 vloaz. Daou vloaz goude, e 1576, e tistroas Elesbed da Aostria, he bro c'henidik, hep he merc'h, a oa priñsez a Vro-C'hall, hag a varvas e 1578 da 6 vloaz.
Ur gouent a ziazezas e Vienna, hag a zarempredas. Mervel a reas en 1592, da 37 bloaz, evel ur vaouez deol.
Goude he marv
kemmañBrantôme a skrivas : « lorsqu’elle mourut, [...] l’Impératrice [sa mère] [...] dit : El mejor de nosotros ha muerto. (Ar gwellañ ac'hanomp a zo marvet) ». Hervez Pierre de L'Estoile e oa fort aimée et regrettée des Français (karet kenañ gant ar C'hallaoued ha keuziet e voe dezhi kenañ).
-
En intañvez, gant Jakob de Monte, ca. 1580
Lennegezh
kemmañJean Antoine de Baïf en devoa dediet e Antigone dezhi e 1573, ma skrive:
- O Reine, quand le ciel vous mena dans la France,
- Comme un astre bénin répandant tout bonheur,
- Paix vous accompagnait, et l'ancien honneur
- Revint à la vertu par si bonne alliance.
- Les Muses, qui gisaient sous l'obscure oubliance, (5)
- Se montrèrent au jour, en nouvelle vigueur [...].