Charlez IX (Bro-C'hall)

Charlez IX , a oa Charlez-Maksimilian e anv badez klok [1], bet ganet d'ar 27 a viz Even 1550 e kastell Saint-Germain-en-Laye, ha marvet d'an 30 a viz Mae 1574 e kastell Vincennes, zo bet Roue Bro-C'hall eus 1560 betek 1574.

Charlez IX, poltredet gant Clouet

E vuhez

kemmañ

Trede mab ar roue gall Herri II (1547-1559) hag ar rouanez Caterina de' Medici e oa, hag ar pempvet eus o 10 bugel. Pevare roue al lignez Valois-Angoulême e tierniezh ar Gapesianed e oa.

Sevel a reas war an tron da zek vloaz, war-lerc'h e vreur henañ Frañsez II, aet d'an anaon goude nebeutoc'h evit ur bloavezh ren. E vamm avat eo an hini a renas ar stad, da c'hortoz ken e vije en oad d'ober, hag enebiñ a reas ouzh ar Brotestanded.


War-lerc'h sinet ar peoc'h e Saint-Germain e 1570 e tremenas ar galloud etre daouarn ar protestant Coligny. Neuze e c'hourc'hemennas ar roue lazhadeg Gouel Bertele e 1572.


Dimeziñ ha bugale

kemmañ

E 1570 e timezas d'ar briñsez aostrian Elesbed Aostria (1554-1592). Ur verc'h o doe e 1572, Marie-Élisabeth (1572-1578), hogen mab ebet. Pan eas kuit he mamm intañvez da Aostria, e 1576, e chomas ar verc'hig e Pariz, ha mervel a reas daou vloaz goude. Ur mab en doe ar roue e 1573 avat, hogen gant e serc'h Marie Touchet, Charles de Valois-Auvergne, dug Angoulême.



Notennoù

kemmañ
  1. Charles-Maximilien



En e raok:
Frañsez II
Rouaned Bro-C'hall
 
15601574
War e lerc'h:
Herri III



 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.