Caterina de' Medici
Caterina de' Medici (1519-1589) zo ur briñsez italian, ganet d'an 13 a viz Ebrel 1519 e Firenze, ha marvet d'ar 5 a viz Genver 1589 e kastell Blois, a zo anavezet en istor gall evel Catherine de Médicis.
- Ur pennad Caterina di Ferdinando de' Medici zo ivez.

Merc'h e oa da Lorenzo II de' Medici (1492-1519), dug Urbino, ha da Madeleine de la Tour d'Auvergne (1495-1519), kontez Aovergn.
Dimeziñ a reas e Marseille d'an 28 a viz Here 1533 gant Herri, Dug Orleañs a zeuas da vezañ Herri II, roue Bro-C'hall e 1547. Diwar-neuze e voe rouanez Bro-C'hall betek 1559.
Rejantez e voe ivez etre 1560 ha 1563 pa oa re yaouank he mab Charlez IX (1550-1574).
Klask a reas diskoulmoù d'ar brezelioù relijion etre ar Gatoliked hag ar Brotestanted a oa er Rouantelezh met diskoulm ebet ne gavas.
BugaleAozañ
Caterina de' Medici he doe dek bugel, ha seizh a vevas betek erruout en o oad. He zri mab henañ a voe rouaned Bro-C'hall; div verc'h a euredas da rouaned, hag unan d'un dug.
Holl vugale Caterina a varvas a-raok dezhi, war-bouez Herri III, a varvas seizh miz war he lerc'h, ha Marc'harid, he devoa ur yec'hed mat.
- Frañsez II (1544-1560), dimezet e 1558 da Mari Bro-Skos.
- Elesbed Bro-C'hall (1545-1568), dimezet da Felipe II, e 1559.
- Claude de France (1547-1575), dimezet da Charlez III Loren.
- Louis, Dug Orleañs (1549-1550), marvet en bihanik.
- Charlez IX (1550-1574), dimezet da Elesbed Aostria e 1570.
- Herri III ( 1551- 1589), dimezet da Loeiza Loren e 1575.
- Marc'harid (1553- 1615). Dimezet da Herri, roue Navarra, deuet da vout Herri IV (Bro-C'hall), e 1572.
- Francis, Dug Anjev (1555-1584).
- Victoire de France (1556-1556). Gevellez Janed. Marvet en bihan.
- Janed (1556-1556). Gevellez Victoria. Marv-ganet.