Marc'harid Bro-C'hall (1553-1615)
Marc'harid Valois (1553-1615), Marguerite de Valois hervez hec'h anv gallek, lesanvet Margot, pe «la reine Margot» (ar rouanez Margod), a oa merc'h da Herri II , c'hoar da Herri III , pried da Herri IV .
- Pennadoù Marc'harid Valois, Marc'harid Bro-C'hall, Marc'harid Navarra, zo ivez.
He buhez
kemmañMerc'h e oa d'ar roue gall Herri II ha d'e wreg Caterina de' Medici. Rouanez Navarra ha Bro-C'hall e voe dre zimeziñ.
En 1572 e timezas da Herri III, roue Navarra, hag a oa protestant. Brezeliñ a reas he fried ouzh ar gatoliked, pell diouzh e wreg. Mont a rae-hi da baotreta e-keit ma veze-eñ o verc'heta. Evit klask he sioulaat e voe kaset da chom en ur c'hreñvlec'h pell diouzh ar gêrbenn, e kastell Usson.
Pa voe graet ar peoc'h e teuas Herri Navarra da vout Herri IV, roue Bro-C'hall. Klask dizimeziñ a reas ar roue dre ma n'en doa ket bet bugel ebet.
Pa voe aotreet Herri gant ar pab da derriñ an dimeziñ e c'hallas addimeziñ d'ur briñsez italian Maria de' Medici e 1600.
E 1605 e reas Marc'harid he distro d'al lez ha ne guitaas ket ken, na war-lerc'h muntr ar roue e 1610.
Lennegezh
kemmañ- La Reine Margot, romant istorel gant Alexandre Dumas e 1845.