Alessandro de' Medici (dug Firenze)

Alessandro de' Medici, lesanvet il Moro ( Firenze 1510 - Firenze 1537) a oa dug Penne ha goude dug Firenze adalek 1532, aotrou Firenze eus 1530 betek 1537.

Alessandro de' Medici
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denAlessandro di Lorenzo de' Medici, detto il Moro Kemmañ
Anv-bihanAlessandro Kemmañ
Anv-familhMedici Kemmañ
Titl noblañsdug Kemmañ
Anvduc Alexandre, Alexandre de Médicis, Alexander Kemmañ
Deiziad ganedigezh22 Mez 1510 Kemmañ
Lec'h ganedigezhFirenze Kemmañ
Deiziad ar marv6 Gen 1537 Kemmañ
Lec'h ar marvFirenze Kemmañ
Doare mervelmuntr Kemmañ
Lec'h douaridigezhBasilica of San Lorenzo Kemmañ
TadLorenzo II de' Medici Kemmañ
MammSimonetta da Collevecchio Kemmañ
Breur pe c'hoarCaterina de' Medici Kemmañ
PriedMarc'harid Aostria Kemmañ
Kompagnun(ez)Taddea Malaspina Kemmañ
BugelGiulia de' Medici, Giulio di Alessandro de' Medici, Porzia de' Medici Kemmañ
FamilhTiegezh Medici Kemmañ
Micherpolitiker Kemmañ
Tachenn labourPolitikerezh Kemmañ
Lec'h annezPalazzo Vecchio Kemmañ
Deskrivet drePortrait of Alessandro de' Medici Kemmañ
Poltred gant Pontormo

Mab bastard e oa da Lorenzo II de' Medici, met krediñ a reer e c'hall bezañ bet mab d'ar c'hardinal Giulio di Giuliano de' Medici, a voe anvet da bab. Petra bennak ma oa bastard e voe kentañ dug Firenze gant skoazell ar pab.
Abalamour d'e lesanv il Moro e kreder e c'hallfe bezañ bet ganet gant ur vatezh hiron a laboure evit an tiegezh Medici, anvet Simonetta da Collevecchio, hervez tud all e oa mab d'ur goueriadez roman. Teñval e oa liv e zremm ha netra ken.

Pa voe trec'het ar Repubblica fiorentina gant an arme spagnol e teuas da vout mestr Firenze, hervez un emglev etre ar pab hag an impalaer Karl V, diwar-goust e genderv Ippolito de' Medici.

Kerkent ha kemeret ar galloud e klaskas kemmañ an ensavadurioù republikan, goude ma ranke doujañ dezho hervez ar feuremglev a oa bet sinet goude da Firenze kodianañ. Gant e genderv Cosimo, a reno war e lerc'h, e vint kemmet da vat. Degas a reas da Firenze boazioù eus lez an impalaer Karl V, ma en devoa bevet atav, evel pourmen gant halabarderien hag a sponte tud Firenze.

Reiñ a reas doare ur briñselezh d'e c'houarnamant, ha skarzhañ an arouezioù hag ensavadurioù kumunel, a oa karet gant tud Firenze. Kargañ a eure Benvenuto Cellini (a ra anv a se en e emvuhezskrid) da brientiñ ur moneiz gant e boltred. Alessandro a c'hourc'hemennas, en desped d'ar feuremglevioù, ma vije dastumet armoù ar geodedourien. Daoust da se e voe drouklazhet gant unan ag e gerent, Lorenzino de Medici.

Dimeziñ ha bugale

kemmañ

E 1533 ( pe 1536?) e timezas da Marc'harid Aostria, anavezet ivez evel Marc'harid Parma, ur vastardez d'an impalaer Karl V. Bugel ebet n'o doe.
Ur pried-kleiz en doa, anvet Taddea Malaspina, ha daou vugel o doe:

Ur verc'h all en doe, Porzia, ha n'ouzer ket piv e oa he mamm, a voe leanez.

E vugale

kemmañ
Anv Ganet Marvet Evezhiadennoù
  Giulio 1527 pe 1532 1600 Mab bastard, reizhekaet goude marv e dad
  Giulia 1534 1588 Merc'h bastard
  Porzia 1538 1565 Merc'h bastard, leanez

E varv

kemmañ

Lazhet e voe gant e genderv Lorenzino de' Medici. Cosimo Iañ de' Medici, eus ar skourr Popolano avat, an hini a renas war e lerc'h.

Lennegezh

kemmañ

Diwar ar muntr-se eo e voe skrivet ar pezh-c'hoari gallek «Lorenzaccio » gant Alfred de Musset).

En e raok
Repubblica fiorentina
Alessandro de' Medici
Dug Firenze
War e lerc'h
Cosimo Iañ de' Medici