Giulia Romola di Alessandro de' Medici[1] (Firenze, 1534 – Firenze, war-dro 1588) a oa merc'h bastard Alessandro de' Medici, dug Firenze, hag e bried-kleiz Taddea Malaspina.

Giulia de' Medici
Poltred Maria Salviati gant ur bugel, livet gant Pontormo. Giulia de' Medici eo ar bugel marteze

He buhez

kemmañ

Ur plac'h anvet Giulia Romola, dianav he zad, a voe badezet e Firenze d'ar 5 a viz Du 1535, hahi an hini e oa, a soñjer. War-dro an deizioù-se en devoa urzhiet he zad ur poltred anezhañ e-unan o tresañ dremm ur vaouez gant ur boentenn-arc'hant. Hervez an arzistorourien e oa ur prof d'e serc'h Taddea Malaspina, c'hoar da varkizez Massa, da gounaat ganedigezh o eil bugel, Giulia.
Ur breur koshoc'h he doa Giulia, Giulio di Alessandro de' Medici, hag un hanterc'hoar he do c'hoazh, Porzia de' Medici. Tri bloaz e oa pa voe lazhet he zad e 1537. Bec'h a voe en tiegezh Medici evit kemer ar stur e Firenze hag en tiegezh, ha Giulia hag he breur Giulio a voe tennet digant o mamm ha lakaet dindan evezh Cosimo Iañ de' Medici a renas war-lerc'h Alessandro . Savet e voe Giulia, war un dro gant Porzia, e leandi San Clemente e Firenze, ha goude e lez an dug Cosimo Iañ de' Medici, gant Maria Salviati, mamm an dug. Cosimo en doa prometet ober brav d'ar vugale ha ken pinvidik e oa kinklet o c'hambreier ha re e vugale-eñ. E vamm, Maria Salviati, a rae war o zro hag a voe o tiwall ouzh gwele Giulia pa voe tapet ar plac'hig gant an derzhienn e C'hwevrer 1542. Pareañ a reas Giulia met ar plac'hig all, merc'h bastard, Bia de' Medici, a varvas[2]. Perzh a gemere Giulia e buhez al lez, deskaddurezh a veze roet dezhi, evel da verc'hed all an dug-meur.

Dimezioù

kemmañ

Tro-spered

kemmañ

Giulia a oa rok ha lorc'hus abalamour da renk uhel he ziegezh, hag el lez e felle dezhi bezañ lakaet a renk gant an dugez veur Eleonora di Toledo pezh a lakae bec'h aliezik en tiegezh.

Poltred Pontormo

kemmañ

Giulia e rank bezañ ar bugel e poltred Pontormo ma weler Maria Salviati gant ur bugelig. Diverket e oa bet ar bugel ha ne voe ket gwelet a-raok 1937. Arzistorourien zo o deus bet lavaret e oa poltred Cosimo Iañ de' Medici en bihan, met an holl a lavar bremañ eo Giulia.


Limmoù diavaez

kemmañ

Notennoù

kemmañ
  1. Langdon (2006), p. 42
  2. Langdon (2006), pp. 42-50

Levrlennadur

kemmañ
  • Langdon, Gabrielle (2006). Medici Women: Portraits of Power, Love, and Betrayal. University of Toronto Press. ISBN 0802038255
  • Murphy, Caroline P. (2008). Murder of a Medici Princess. USA: Oxford University Press. ISBN 0195314395