Lorenzo II de' Medici
Lorenzo II de Medici, pe Lorenzo di Piero de' Medici, ganet d'ar 4 a viz Gwengolo 1493[1] e Firenze, marvet e 1519 er Villa Medicea di Careggi, a renas e Firenze adalek 1513 betek e varv gant kleñved Naplez e 1519. Anvet e voe da zug Urbino e 1516 gant e eontr, ar pab Leon X. Dezhañ e oa dediet Il Principe, levr Niccolò Machiavelli.
E vuhez
kemmañMab e oa da Piero il Fatuo (1472-1503), mestr Firenze, ha d'e bried Alfonsina Orsini. Mab-bihan e oa da Lorenzo il Magnifico ha Clarice Orsini, a-berzh e dad, ha da Roberto Orsini, Kont Tagliacozzo ha Catarina San Severino a-berzh e vamm. Kaset e oa bet e diegezh kuit eus Firenze en 1494, pa zigoras e dad perzhier kêr d'ar C'hallaoued, ha bevañ a reas e yaouankiz e Roma.
En 1512 e c'hallas distreiñ da Firenze a drugarez da skoazell ar pab Jul II ha d'ar C'hevre Santel : un armead spagnol, kaset gant Raymond de Cardona, a aloubas Mugello ha gwastet e voe Prato ha Campi Bisenzio, freuz ha lazh enne.
O welout kement-se e plegas Republik Firenze, hag e voe laosket an tiegezh Medici da zistreiñ. E-touez ar re a c'houzañvas dial an tiegezh e kaver Niccolò Machiavelli, a rankas chom en e di e San Casciano in Val di Pesa, ha Piero Soderini, a oa bet gongaloniero, hag a rankas kemer hent an harlu.
24 bloaz e oa e 1516, pa voe anvet da zug Urbino gant e eontr, ar pab Leon X, goude kemeret an dugelezh digant an Tiegezh Della Rovere da-heul un hir a vrezel rivinus. Kemeret e oa bet an dugelezh en-dro gant Francesco Maria Iañ della Rovere ur pennad, ha lakaet e voe Lorenzo e penn un armead 10,000 den da adkemer anezhi, met gloazet e voe, ha distreiñ a reas da Doskana, goude leuskel an arme gant ar c'hardinal Bernardo Dovizi da Bibbiena, un den lenneg hogen brezelour dizampart, hag a rankas en em dennañ ivez. Gounit a reas Lorenzo an dugelezh en-dro dre ur feur-emglev. Goude e varv e 1519 e kouezhas dugelezh Urbino etre daouarn an Tiegezh Della Rovere adarre.
- Gwelout ar pennad Brezel Urbino.
Dimeziñ ha bugale
kemmañE 1518 e timezas da Madeleine de la Tour d'Auvergne (1495-1519), keniterv d'ar roue gall Frañsez Iañ, abalamour da unaniñ an daou diegezh a-enep an Impalaeriezh santel roman german, hervez c'hoant ar pab Klemez VII. Ur verc'h o doe ar priedoù:
- Caterina de' Medici (1519-1589), a zimezas d'ar roue gall Herri II hag a voe mamm da dri roue gall
Ur mab bastard en doa bet a-raok:
- Alessandro de' Medici, a renas war e lerc'h.
E varv
kemmañMervel a reas gant kleñved Naplez 21 deiz goude ganedigezh e verc'h. Neuze e tistroas dugelezh Urbino etre daouarn an tiegezh Della Rovere.
Arz
kemmañPoltred
kemmañPoltredet e voe gant Raffaello a-raok e eured. Gwelout a reer an dug (dug Urbino) en e zilhad kaerañ, voulouz, feur.
E vez
kemmañBeziet e voe en iliz San Lorenzo, e Firenze, e-kichen bez e dad-kozh Lorenzo de' Medici, ha kizellet e voe ar bez gant Michelangelo Buonarroti.
Notennoù
kemmañ- ↑ Ur breur dezhañ, er memes anv, a oa ganet d'ar 4 a viz Gwengolo 1492, hag a varvas en-bihan.