Kleñved Naplez, pe naplez(enn), a reer eus ur c'hleñved dre ma kreder e vije deuet eus Naplez, pe Napoli, degaset gant ar C'hallaoued pa oant bet oc'h ober brezel en Italia er XVvet ha XVIvet kantved, hag a deu eus an Treponema pallidum, pe treponem disliv, ur vakterienn. Ur c'hleñved infektus diwar an embarañ eo, pegus ha kontammus. En deroù e teu ul livant war groc'hen kalc'h ar baotred, goude se, a-wechoù bloavezhioù goude, e vez taget ar bouzelloù hag an nervennoù.

Kleñved Naplez
infectious disease, class of disease, sexually transmitted infection
Iskevrennad eusprimary bacterial infectious disease, treponematosis, classic venereal disease, kleñved Kemmañ
Arvezwomen's health Kemmañ
Abeg pennañTreponema pallidum Kemmañ
Studiet gantsyphilidology, syphilology Kemmañ
Dibarder mezegelinfectious diseases, dermatologiezh Kemmañ
Louzoùbenzylpenicillin, azithromycin, clindamycin, Ceftriaxone, doxycycline Kemmañ
Argerzh treuzkas ar c'hleñvedoùsexually transmitted infection Kemmañ
Un naplezeg en Afrika
Treponema pallidum eo a zo pennkaoz d'an naplez.
Livant war galc'h un naplezeg

Treponemoù

kemmañ

Treponema pallidum zo bet diskoachet gant Fritz Schaudinn hag Erich Hoffman e Berlin en 1905.

En 1963 e kinnigas Hackett un displegadur all. Dont a rafe an treponem disliv eus un treponem all, Treponema caracteum e anv, a vije mamm an Treponema pallidum sub species endemicum anvet ivez bejel.

Tud brudet o c'hleñved

kemmañ
 
Troet e voe levr Ulrich von Hutten diwar-benn ar morbus gallicus, ar c'hleñved gall, e galleg. Ne blijas ket an anv latin d'an troour gall, Jean Chéradame, a reas gant 'le mal de Naples', un anv tremenet e brezhoneg.

(m = marvet gant ar c'hleñved)

Levrlennadur

kemmañ
  • La Méthode Curatoire de la maladie venerienne vulgairement appelée grosse Vérole et de la diversité de ses symptômes. Arnoul L'Angelier. 1552, Paris, Nicolas Pepingué, 1660

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.