Idi Amin Dada (war-dro 1925 e Koboko - 16 a viz Eost 2003 e Jeddah) a oa Prezidant Ouganda etre 1971 ha 1979.

Idi Amin e 1973

Ne ouzer ket kalz a dra diwar-benn yaouankiz Idi Amin Dada, n’eur ket sur eus e zeiziad ganedigezh zoken. E 1946 ez eas e-barzh ur rejimant eus arme Breizh-Veur, ar King's African Rifles, hag a oa diazezet e Kenya hag en Ouganda. Pa zeuas Ouganda da vezañ ur stad dizalc’h e teuas da vezañ major jeneral, ar grad ofisour izelañ, en arme ar vro. E miz Genver 1971 e voe un taol-stad a-enep ar prezidant Milton Obote ha mont a reas Idi Amin Dada e penn an arme, gant ar grad komandant. Diwezhatoc’h e roas dezhañ e-unan ar grad marichal pa oa e penn ar stad.

Dindan ren Idi Amin Dada e voe graet fae war gwirioù mab-den en Ouganda, gwasket e voe e enebourien bolitikel koulz hag an dud na oant ket eus e genel, pa ne oant ket lazhet. A-fet ekonomiezh e voe drastus e ren, merket gant an nepotegezh hag ar goubrenerezh. Jedet ez eus bet gant kevredigezhioù etrebroadel a soursi ouzh gwirioù mab-den e oa bet lazhet etre 100 000[1] ha 500 000 a dud[2]

E penn Ouganda, Idi Amin Dada a voe da gentañ a-du gant broioù ar gornaoueg ha skoazellet gant Israel hag er fin a-du gant diktatour Libia Muammar al-Gaddafi, gant hini Zair Mobutu Sese Seko, gant an Unvaniezh Soviedel, ha gant Alamagn ar Reter[3],[4] E 1975 e teuas Amin Dada da vezañ kadoriad an Aozadur evit Unvaniezh Afrika (OUA), savet evit harpañ ar c’henlabour etre stadoù Afrika. Er bloavezhioù 1977–1979 e oa Ouganda, renet gantañ, unan eus izili ar Bodad war Gwirioù Mab-den er Broadoù Unanet. Ha war un dro e voe skoazellet Amin Dada gant Stadunaniz ar CIA, a gasas bombezennoù hag armoù all da arme Ouganda hag ar gemeras perzh asambles gant arme Amin Dada e taolioù kaset da benn en Ouganda.[5]. E 1977, pa baouezas gouarnamant Londrez da gaout darempred gant Ouganda, e tisklêrias Idi Amin Dada e oa bet trec’h war Breizh-Veur hag e lakaas war-lerc’h e anv al lizherennoù "CBE", evit "Conqueror of the British Empire" (Alouber Impalaeriezh Breizh-Veur).

Pa glaskas Amin Dada stagañ rannvro Kagera, ur broviñs eus Tanzania, ouzh Ouganda, e 1978, e tarzhas ar brezel etre Ouganda ha Tanzania. Trec’h e voe Tanzania ha diskaret e voe Idi Amin Dada da-heul. Tec’hout a reas en harlu da Libia da gentañ ha da Arabia Saoudat goude. Eno e vevas betek e varv d’ar 16 a viz Eost 2003.

Notennoù

kemmañ
  1. Ullman, Richard H. (April 1978). "Human Rights and Economic Power: The United States Versus Idi Amin". Foreign Affairs. Kavet 16 June 2016
  2. Keatley, Patrick (18 Eost 2003). "=The Guardian Obituary: Idi Amin". Retrieved on 18 June 2016. 
  3. Roland Anthony Oliver, Anthony Atmore. Africa Since 1800. 272 p. 
  4. Dale C. Tatum. Who influenced whom?. 177 p. 
  5. New York Times, Dec. 17, 1986; Paper Cites CIA Aid to Amin's Army in 70s

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.