Pepin Iañ Akitania

Pepin Iañ, roue Akitania (797 - 838), a oa eil mab d'an impalaer Loeiz an Deol ha d'e gentañ pried Irmingard Hespengau, ha mab-bihan da g-Karl Veur.

Pa voe roet ur rouantelezh da bep hini eus e dri mab (Lotar, Pepin, ha Loeiz) gant Loeiz an Deol e voe anvet Pepin da roue Akitania e 817. Honnezh e oa rouantelezh e dad pa oa Karl Veur o ren. Ermoldus Nigellus a oa barzh en e lez, ha gantañ ez eas da Vreizh e 824.

Pa voe ganet e hantervreur Karl e 823 e savas bec'h etrezañ hag e dad, hag e reas emglev gant e vreudeur, Loeiz Germania ha Lotar, ha gant Wala (war-dro 765- † 836), mab da Vernez, kenderv da Garl Veur. En em sevel a reas e 830, ha kerzhout war-du Paris, gant skoazell tud Neustria. Edo e dad o tistreiñ eus Breizh gant e arme, ha tapet e voe e Compiègne gant Pepin. Nemet n'eas ket an emsavadeg da benn-vat.

E 832 en em savas Pepin en-dro gant e vreur Loeiz Germania. Edo o zad gant e arme en Akitania, met kuit ez eas ac'haleno pa glevas keloù eus emsavadeg Bavaria gant e vab Loeiz. Pepin a gemeras Limoges ha douaroù all. Er bloaz goude e teuas e vreur Lotar da gemer perzh en emsavadeg. Gant skoazell Ebbo, arc'heskob Reims, e voe diskurunennet o zad ganto e 833. Koulskoude ne blijas ket emzalc'h Lotar dezhañ, ha harp a roas d'e dad pa voe adanvet da impalaer d'ar 1añ a viz Meurzh 834. Hag eñ en-dro da Akitania da roue.

Mervel a eure d'an 13 a viz Kerzu 838 e Poitiers, ha beziet e voe e Sainte-Croix. Loeiz an Deol a anvas e bevare mab, Karl Voal, da roue, met dilennet e voe mab Pepin gant uhelidi Akitania. Ha Pepin II da ren war-lerc'h e dad.

Pried ha bugale

kemmañ

E 822 ec'h euredas da Ingeltrude, merc'h da Theodobert, kont Madrie, ha daou vab en doe:

  • Pepin (823-war-lerc'h 864), roue Akitania war e lerc'h
  • Karl ( etre 825 ha 830, marvet d'ar 4 a viz Mezheven 863), a vo arc'heskob Mainz, hag a c'houlennas ar rouantelezh d'ur mare.

Divugel e varvas an daou vab-se.