Yezekael, roue Domnonea

![]() Yezekael, pe Yudikael, ganet war-dro 590, marvet war-dro 658, a voe roue Domnonea er VIIvet kantved. Mont a reas da vanac'h, ha lakaet e voe da sant. E anv Aozañ
Paot eo an anv Yudikael e Breizh. Deuet eo da vezañ Yezek(a)el ha « Jézéquel » e Breizh-Izel, Jikel ha « Gicquel » e Breizh-Uhel. E vuhez AozañDindan an anv Iudichael eo meneget gant Gregor Teurgn en e Historia Francorum. Mab e oa da Judual pe Judhaël, roue Domnonea, ur rouantelezh vras e hanternoz Breizh, ha d'ar rouanez Pritelle, merc'h henañ Ausoche, kont Leon. Ur c'hoar en devoa, Onenn, ha pemzek breur yaouankoc'h, en o zouez ar sent Judog, Winog, ha Haelog. Hag eñ pennhêr e voe rediet da lezel ar galloud gant e vreur Haelog. Mont a reas da vanac'h da Wazel betek marv Haelog. Galvet e voe en-dro diwezhatoc'h da gemer krog e stur ar rouantelezh ha neuze e tapas ur vrud a furnez. Dagobert Aozañ![]() Marteze e voe trec'h war Dagobert Iañ, roue ar Franked. E 635, Dagobert a roas urzh da Yezekael da zont betek e balez e Clichy, e-kichen Pariz, evit adanzav e fealded d'ar roue, anez e vije aloubet Breizh. Asantiñ a reas ar roue brezhon, a erruas gant profoù, met nac'h a reas debriñ gant ar roue gall, ar pezh a voe gwelet evel ur gunujenn outañ. Manatioù AozañE mare Yudikael eo e teuas sant Maloù da Vreizh da ziazezañ eskopti Sant-Maloù. Harpañ a reas savidigezh meur a vanati, hini Pempont savet diwar emziskouez ar Werc'hez a oa bet eno, sañset. E varv AozañWar-dro 640 e tilezas e garg a roue da vont da vanac'h adarre da Wazel, nepell diouzh manati Pempont, a oa bet diazezet gantañ, a-raok mervel evel ur sant. Goude e varv e voe beziet e-kichen an abad Meven, hag anvet da sant. Lidet e vez d'ar 16 a viz Kerzu. Levrlennadur Aozañ
Pennad kar AozañLiammoù Aozañ |