Winog
Winog a oa ur sant brezhon, ganet etre 640 et 650, ha marvet d'ar 6 a viz Du 716, pe 717, e Flandrez. D'ar 6 a viz Du, deiz e varv, e vez goueliet ar sant, hervez giz an iliz katolik.
Gerdarzh
kemmañWinog (pe Winoc, Winok, hep ankouaat ar stummoù kozh Uinnnoc ha Uinoc), a zo un anv brezhonek kozh,
Savet eo an anv diwar ar wrizienn Uinn, a zo gwenn e brezhoneg hon amzer, ha gwyn e kembraeg. Gwennog pe Gwenneg e vije er yezh a vremañ. Anv meur a zen eo bet evit-doare.
Istor pe vojenn
kemmañHervez ar vojenn e oa niz, pe mab, pe breur, da Yezekael, roue Domnonea. Gant tri c'hile dezhañ, e eontr Judog (pe e vreur?), Madog, hag Arnog, e oa aet da-gaout Bertin, a oa diskibl da sant Kolomban, du-hont e hanternoz Bro ar Franked.
Savet e voe gantañ abati Sint-Winoksbergen, anv flandrezek al lec'h a zo Bergues bremañ er Republik C'hall.
E 685, war c'houlenn sant Omer, e savas un abati all e Wormhout hag eno e voe beziet.
War-lerc'h e varv
kemmañE 1024, distrujet abati Wormhout gant an Normaned, e voe savet un abati nevez gant Baudouin IV e Sint-Winoksbergen. Degaset e voe di relegoù ar sant a oa repuet ur pennad en iliz Saint-Omer.
Da vare an Dispac'h gall e voe distrujet an abati hogozik penn-da-benn; miret e voe an tourioù.
Lec'hanvadurezh
kemmañ- Gallout a reer gwelout e anv en anv-lec'h Vignoc, en hanternoz da Roazhon.
- Krediñ a ra lod eo e anv ivez a zo en anv-lec'h Ploeneg, er C'hab Sizhun. War a seblant ez eus fazi aze. Enoret eo ar sant e Ploeneg koulskoude, en iliz Sant Winog.
- Enoret eo ivez e Brieg, Kombrid, Landrevarzeg ha Plourin.
- An anv-se, eme lod, a zo da welout en anv abati Landevenneg, a oa gwechall Lan-to-wenneg.
- Un anv-tiegezh eo e Breizh. Anaout a reer an anvioù Guénec, Guennec, Guennoc, met n'eo ket sur eo ar memes orin.
Ar sant e Kernev-Veur
kemmañ- E Kernev-Veur eo enoret sant Wednack ha kavout a reer an anvioù-lec'h Lanwenock ha Landewednack, tost-kar da Landevenneg Breizh.
E Kembre e kaver
- ar sent Gwynnog ha Winoch;
- an anv-lec'h Llanwnog.
N'eo ket sur e vije ar memes den evel sant Breizh avat.