Republik c'hall

(Adkaset eus Republik C'hall)

Ar Republik c'hall (République française e galleg) eo anv ofisiel Bro-C'hall, he stad hag he renad politikel. An div lizherenn RF eo an arouez ofisiel anezhi.

Skoed ar stad C'hall
a deu eus ar Gwir roman.

An anv a Republik c'hall a zo bet roet da veur a renad republikan gall :

Etre 1940 ha 1944, amzer ac'huberezh an Alamaned, e voe dilezet an anv a Republik c'hall evit kemer hini ar Stad c'hall, a oa ur stad sujet da armeoù an Ahel Roma-Berlin.

Ar pennadurezhioù savet gant Charles de Gaulle en Alger e-pad an Eil Brezel-bed o deus adkemeret al lizherennoù « RF » hag adal Mezheven 1944 an anv « Gouvernement provisoire de la République française ».

Ur C'hwec'hvet Republik c'hall

kemmañ

Kaoz a vez eus ur VIvet Republik c'hall da sevel, a-wechoù, gant politikourien 'zo : Ségolène Royal e 2007 pa oa-hi war ar renk da vout prezidantez, Arnaud Montebourg pa oa war a renk e-barzh e strollad politikel da vezañ dibabet da zanvez-prezidant, pe Eva Joly e 2011, pa oa war ar renk da vout prezidantez. E 2012 avat ne oa ket bet kaoz nemeur a se ken.