Ségolène Royal
Marie-Ségolène Royal, a vez graet Segolène Royal anezhi, zo ur bolitikerez c'hall eus ar Strollad Sokialour Gall (PS), ganet d'an 22 a viz Gwengolo 1953. Bet eo kannadez, ha sekretourez-stad dindan ministr an deskadurezh da neuze, Claude Allègre. Anvet da brezidantez ar rannvro Poatev-Charant war-lerc'h bezañ distroadet Jean-Pierre Raffarin. E 2006 e oa bet dibabet gant izili he strollad evit mont war ar renk da vezañ Prezidantez ar Republik. E 2011 e klaskas c'hoazh bezañ war ar renk met c'hwitout a reas e-kerzh ar votadegoù kenttael. Pried dizimez François Hollande eo bet ha pevar bugel o deus bet asambles.
Dilennadeg 2007
kemmañA-raok an dilennadeg
kemmañ- Sinet he deus un emglev gant Jean-Pierre Chevènement evit ma n'en em ginnigfe ket, ha prometet dezhañ
- e sikour da gaout un nebeud sezioù kannaded evit e strolladig,
- chom hep mont a-enep an energiezh nukleel (e-touez traoù all).
- Nac'h a ra paouez da zigeriñ kreizennoù nukleel nevez
- Prometet he deus sinañ karta ar yezhoù
- Kinnig a ra e vije ur banniel gall e pep ti. War-lerc'h skubet an dek kevezer all e voe dibabet an itron Royal hag an aotrou Sarkozy d'en em ginnig en eil tro.
Dilennadeg
kemmañEn eil tro e voe dilennet Nicolas Sarkozy.
Strollad Sokialour
kemmañEn diskar-amzer 2008 ez eas Ségolène Royal war ar renk evit bezañ dilennet da sekretourez vroadel ar Strollad Sokialour Gall. Daoust ma erruas da gentañ en dro gentañ e-touez izili ar PS, e voe trec'het en eil tro gant Martine Aubry.