Ar C'hab

Kab e penn pellañ Kerne, e kornôg Breizh
(Adkaset eus Kab Sizhun)

Ar C'hab evel m'emañ distaget gant tud ar vro, pe ar C'hab-Sizun (Le Cap-Sizun e galleg) pa vez kaoz anezhañ e douaroniezh, e istor pe ez-ofisiel, a zo e penn pellañ Kerne hag a glot gant Kanton Pontekroaz.

Ar C'hab
Kab (douaroniezh)
StadFrañs Kemmañ
War riblMeurvor Atlantel Kemmañ
Daveennoù douaroniel48°3′0″N 4°33′0″W Kemmañ
Map
Kanton Pontekroaz e ruz

Dont a ra e anv leun, diimplij bremañ e brezhoneg, eus anv Enez-Sun (diwar Sizun).

Douaroniezh

kemmañ

En hanternoz emañ Bae Douarnenez, er c'hreisteiz emañ Bae Gwaien. Er reter emañ ar Vro-C'hlazik hag ar Vro-Vigoudenn. Er c'hornôg emañ Bae an Anaon, etre daou veg: Beg ar Raz ha Beg ar Vann; ha dirak Beg ar Raz emañ Enez-Sun.

Lec'h ar galloudoù 

kemmañ

Kantvedoù-pad e voe aber ar Waien, da vezañ komprenet evel ar Wazhienn(-vor), ur skoilh bras etre al lodenn vrasañ e gwalarn ha Ploeneg ha Mahalone gevred. Pontekroaz e penn an aber a voe lec'h ar c'henwerzh a, diouzh-se lec'h ar galloudoù. Gwaien, ur porzh pesketaerien bihan a-walc'h a-raok an 19vet kantved a zo aet da vezañ kreñvoc'h a-fed niver ar boblañs ha lec'hiadur ar servijoù publik

  • Kaper ha Kaperien a vez graet eus gwazed ar vro. Ur Gapenn a vez lâret eus ur plac'h.

Kumunioù, kumuniezh kumunioù ha kanton kozh

kemmañ

Klotañ a ra kumunioù ar C'hab gant an 12 a zo e kanton Pontekroaz kozh a zo bet kendeuzet gant hini Douarnenez, met ne glot ket gant Kumuniezh kumunioù ar C'hab Sizun, pa n'hellas ket kumun Enez-Sun mont e-barzh, en abeg ma n'eus ket tailhoù lec'hel da vezañ rannet evit ar servijoù etrekumunel.

 
War aod hanternoz ar C'hab ez eus begoù hag oufoù. Amañ e weler Karn Uhel hag enezennig ar Milinou e parrez Goulien.
  1. Beuzeg-ar-C'hab ;
  2. Kledenn-ar-C'hab ; arservijoù kumuniezhel.
  3. Gwaien, a ro hec'h anv da Bae Gwaien ;
  4. An Eskevien ;
  5. Goulien ; (teuziet gantkanton Douarnenez)
  6. Enez-Sun, an enezenn dirak Beg ar Raz,
  7. Mahalon ;
  8. Koñforzh-Meilar ;
  9. Plougoñ, ma oa ur greizenn nukleel da vezañ savet a-raok 1981, e Feunteun an Aod; enni emañ Beg ar Raz
  10. Ploeneg ;
  11. Pontekroaz, ma oa ur c'hloerdi bihan kozh a voe lojet ennañ an archerien kaset da Blougoñ.
  12. Prevel.

Banniel

kemmañ
 
Banniel anofisiel.

N'eus banniel ofisiel ebet evit ar c'horn-bro-se, koulskoude eo bet kinniget unan gant Mikael Bodlore-Penlaez. Ne reer ket kalz gantañ avat.

Lennegezh

kemmañ
  •  Ar C'haper droch, ur gontadenn fentus gant Ivon Krog.
  • Contes du Cap-Sizun, troet diwar ar brezhoneg gant Roger Gargadennec, Librairie d'Amérique et d'Orient Adrien Maisonneuve Paris, 1973
  •  Eñvorennoù ur C'haper droch, gant Eugène Chalm, Hor Yezh.

Levrlennadur

kemmañ
  • Serge Duigou ha Jean-Michel Le BoulangerCap-Sizun - Au pays de la pointe du Raz et de l'île de Sein, Éditions Palantines, 2005, 239 fajenn, ISBN 2-911434-45-5
  • Corentin Parcheminou,La Révolution au fond du Cap-Sizun, 1935, adembannet en 2003 gant Le Livre d'Histoire-Lorisse, Paris, ISBN 2-84373-286-7 ;
  • Paul CornecPilleurs du Cap! Ar beñsearien er C'hab er XVIIIvet kantved, Editions du Cap Sizun, 2001, ISBN 2-9516122-1-4
  • Paul Cornec,Le Couvent des Capucins d'Audierne, 1657-1795, Editions du Cap Sizun
  • Hyacinthe Le Carguet, un passeur de mémoire en Cap-Sizun, kinniget gant Paul Cornec, Editions du Cap-Sizun Gwaien - ISBN 2-9516122-3-0, 332 bajenn.
  •  Paul Cornec,Audierne et le Cap-Sizun sous la Révolution, Editions du Cap Sizun, 2011

Gwelet ivez

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ