Kontelezh Naoned

Wikimedia roll

Edo kontelezh Naoned er marz savet gant rouaned ar Franked war harzoù Breizh dizalc'h. Aloubet e voe gant Nominoe, kentañ roue Breizh, e 851, hag anavezet e c'halloud gant feur-emglev Angers. Gant Salaun e voe kresket c'hoazh ar rouantelezh war-zu ar reter. Met ken bras e oa deuet ar vro da vezañ ma oa diaes da zifenn war un dro diouzh ar Franked hag ar Vikinged. Adal deroù an Xvet kantved edo Naoned dindan gwarez konted Anjev. Daoust da se e voe aloubet gant ar Vikinged eus 919 da 937 a-raok bezañ kemeret gant Alan II. Goude-se e teuas Bro-Naoned da vout ur gontelezh, hag ar gonted anezhi a veze dalc'hmat o'n em gannañ gant konted Roazhon da c'houzout piv anezho a vije dug Breizh. Pep hini en devoa skoazellerien

  • konted Anjev ha Kerne a skoazelle re Naoned
  • konted Bleaz, enebourien Anjev, a skoazelle re Roazhon.

Dre zimeziñ ez eas Naoned digant Tiegezh Kerne gant Tiegezh Anjev, ar re Plantagenêt, a-raok bout staget ouzh domani Duged Breizh en XIIIvet kantved.

Listenn konted Naoned

kemmañ

Franked

kemmañ

Konted vrezhon

kemmañ

Kont Anjev ha Naoned

kemmañ

Marevezh ar Vikinged

kemmañ

Konted Naoned

kemmañ

Lignez Plantagenêt

kemmañ

Levrlennadur

kemmañ

E brezhoneg ha galleg

kemmañ

E galleg

kemmañ