Budig Naoned
Kont Naoned
Budig (1005-1038) a oa mab da Yezekael Naoned, kont Naoned, ha breur da Judit Naoned. Ren a reas betek war-dro 1010, dindan evezh an eskob Gaultier II a oa bet anvet evit-se gant Jafrez Berengar, kont Roazhon ha dug Breizh.
Pa oa aet an eskob da birc'hirinañ d'an Douar Santel e taolas e grabanoù war vadoù ar prelad ha distruj e gastell. Pa zeuas an eskob en-dro e c'houlennas skoazell digant kont Roazhon, ma rankas Budig goulenn hini kont Anjev, Foulk III, pezh a voe kaoz da goll douaroù er c'hreisteiz d'al Liger.
Bec'h a voe c'hoazh en 1033 gant kont Roazhon, Alan III, met sioulaat a reas an traoù ha feal e voe Budig d'e aotrou goude.
Digant e wreg Hawiz en doe ur mab, Mazheas Iañ Naoned, a voe kont Naoned war e lerc'h.