Yezekael Naoned
*Meur a Yezekael zo bet en Istor Breizh, sellit ouzh ar pennad Yezekael.
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Titl noblañs | Count of Nantes |
Deiziad ganedigezh | 979 |
Deiziad ar marv | 1004 |
Tad | Hoel Iañ |
Mamm | NN |
Breur pe c'hoar | Hoel II de Bro-Gwened |
Pried | Melisende |
Bugel | Budig Naoned, Judit Naoned |
Micher | brientin |
Karg | Count of Nantes, Roman Catholic Bishop of Nantes |
Yezekael Naoned (war-dro 979-1004), pe Judicael hervez ar stumm gallek, a oa kont Naoned eus 992 betek 1004.
Mab bastard e oa da Hoel Iañ, savet gant e vamm-gozh, Judit, hag ar beskont Hemon, breur e dad.
E vuhez
kemmañSkoazell a gavas digant Foulk III , kont Anjev, ma c'hallas adkemer kontelezh Naoned war-lerc'h faezhidigezh ha marv Konan Iañ en emgann Konkerel. Abalamour ma oa gwall yaouank e voe roet dezhañ ur c'hulator, Aimery III de Thouars a voe kont Naoned eus 992 betek 994.
Trec'het e voe Yezekael gant kont Roazhon, Jafrez Iañ, dug Breizh, ma rankas ober le a wazoniezh dezhañ en 994.
Muntret e voe dre dreitouriezh en 1004 war an hent etre Naoned ha Roazhon p'edo o vont da welout e aotrou.
Dimezet e oa da v- Mélisende ha daou vugel o doa:
- Budig, kont Naoned war e lerc'h
- Judit Naoned, a zimezas da Alan Kanhiart , kont Kerne, e 1026
Mammskrid
kemmañ- Kronikenn Naoned Gallica =>http://gallica.bnf.fr/ark:/12148/bpt6k55624v