Jafrez Iañ (dug Breizh)
(Adkaset eus Jafrez Iañ, dug Breizh)
Ur pennad Jafrez zo ivez.
Jafrez Iañ (dug Breizh) | |
Jaffrez Iañ en ul livadur eus 1460 | |
Dug Breizh | |
Ren | 992—1008 |
---|---|
A-raok | Konan Iañ |
Goude | Alan III |
Kont Roazhon | |
Ren | 992—1008 |
A-raok | Konan Iañ |
Goude | Alan III |
Buhez | |
Ganet | w.d. 980 |
Marvet | 20 a viz Du 1008 |
Bez | Chapel Sant Martin, Menez Mikael ar Mor, Breizh |
Tiegezh | Roazhon |
Tad | Konan Iañ, dug Breizh |
Mamm | Ermengarde Anjev |
Priedoù | Hawiz Normandi |
Diskennidi | Alan III, dug Breizh Eozen Pentevr Adel Emma |
Relijion | Katolik |
Jafrez Iañ (? - 1008), pe Jafrez Berengar, mab da Konan Iañ, kont Roazhon a-raok bezañ dug Breizh, a oa kont Roazhon, ha dug Breizh evel e dad. Anvet e voe Jafrez diwar anv e dad-kozh a-berzh e vamm, Jafrez Iañ (kont Anjev), ha Berengar diwar anv e dad-kozh a-berzh e dad, Yezekael Berengar.
Trec'hiñ a eure Yezekael Naoned, mab-bihan Alan al Louarn, ma voe echu hanterkant vloaz a vrezel vroadel e Breizh.
Dimeziñ ha bugale
kemmañDimeziñ a eure war-dro 996 da Hawiz Normandi[1], merc'h da Richarzh Iañ (dug Normandi). Bugale o doe:
- Alan III (ganet e 997), dug Breizh war-lerc'h e dad, adalek 1008.
- Eudes, pe Odo Pentevr (ganet e 999), kont Pentevr, rejant Breizh evit e niz Konan II,
- Evenus
- Emma, dimezet da Ives, beskont Cotentin.
- Adèle (marvet en 1067), kentañ abadez Sant-Jorj Roazhon en 1032.
E varv
kemmañMervel a reas e 1008, e-kerzh ur pirc'hirinaj da Roma.
En e raok: Konan Iañ |
Dug Breizh 992 – 1008 |
War e lerc'h: Alan III |
Notennoù
kemmañ- ↑ Bretons et Normands au Moyen Âge, renet gant Joëlle Quaghebeur ha Bernard Merdrignac, Presses Universitaires de Rennes, Roazhon 2008 (ISBN 9782753505636) p. 147