Jafrez I (kont Anjev)

Jafrez I, pe Geoffroy « Grisegonelle » (louet e vantell) e anv gallek, pe Gaufridus pe Gauzfredus e anv latin, ganet war-dro 938/940, a oa kont Anjev war-lerc'h marv e dad Foulk II, adalek 958 betek e varv, d'an 21 a viz Gouhere 987, lazhet e seziz Marçon, e-tal Château-du-Loir.

Mab e oa da Foulk II ha d'e wreg Gerberga (priñsez eus Gâtinais ?).

Emglev a reas gant kont Naoned enep kont Roazhon, ha gant Hugues Capet enep kont Bleaz. E seizh gwellañ a reas evit lakaat Capet da roue.

Dimeziñ ha bugale

kemmañ

Dimezet e oa, war-dro 965, da Adélaïde de Vermandois (m. 974), merc'h da Robert I a Vermandois, kont Meaux ha Troyes, ha da Adélaïde Werra.

Pevar bugel o doe :

Mervel a reas Jafrez er bloavezh ma voe kurunennet Huon Capet.

Un dimeziñ all

kemmañ

En ur garta embannet gant Foulk Nerra e 1003 ez eus meneg eus ur breur dezhañ anvet Maurice, ha n'eus meneg ebet anezhañ e kartaoù Adélaïde de Vermandois. Lazhet e voe ar Maurice-se a-raok 1038 e-kerzh ur brezel ouzh Gautier de Langeais. Krediñ a reer e vije bet mab d'ur bried all da Jafrez, a c'hallfe bout Adèle, intañvez Lambert, kont Châlon.

(diechu)