Jafrez (skrivet ivez Jaffre), zo un anv-badez brezhonek, deuet eus ar galleg Geoffroi.


GerdarzhAozañ

Kar e vije an anv da Godefroy, deuet eus an anv alamanek Godfried. Neuze, (met dizemglev zo war ar poent-se) e vije savet gant Fried, peoc'h, ha God, doue.

IstorAozañ

Degouezhet eo an anv e Breizh en Xvet kantved. Geoffroy e oa anv Jafrez I (kont Anjev), a zimezas e verc'h Ermengarde d'e amezeg Konan I, dug Breizh. Ur mab a voe ganet, ha roet dezhañ anv e dad-kozh. Ha kont Roazhon e voe Jafrez vihan, evel e dad pa oa yaouank, ha dug war-lerc'h e dad, hag anavezet evel Jafrez I a Vreizh.

E yezhoù allAozañ

  • e saozneg, Geoffrey, Jeffrey, ha Geoff, Jeff, a zo deuet eus ar galleg
    • diwar an anv-se e teu an anv-tiegezh Jefferson, anv ur prezidant eus SUA;
  • e galleg: Geoffroy

Anv-familhAozañ

Implijet eo Jaffrez (stumm leonek), ha Jaffre evel anv-tiegezh. Anaout a reer ivez eilstummoù evel Jaffrennou, Jaffrezou.

TudAozañ

  BreizhAozañ

Duged BreizhAozañ

  Bro-C'hallAozañ

Konted AnjevAozañ

C'hwec'h kont Anjev zo bet anvet Jafrez (pe Geoffroy, e galleg)

Konted GâtinaisAozañ

Tri Jafrez zo bet konted Gâtinais:

Tud allAozañ


  Bro-SaozAozañ

  KanadaAozañ

  KembreAozañ

  • Jafrez Menoe, eskob kembreat ha skrivagner latin, anavezet ivez e saozneg evel Geoffrey of Monmouth,

Pennadoù karAozañ