Jafrez II (kont Anjev)

Jafrez II, pe Geoffroy « Martel » e anv gallek, Gaufridus pe Goffredus e latin, ganet d'ar 14 a viz Here 1006, marvet d'ar 14 a viz Du 1060, a voe kont Vendôme eus 1032 betek 1056, kont Anjev adalek 1040 betek e varv, ha kont Teurgn adalek 1044. Mab e oa da Foulk III, lesanvet Foulk Nerra, kont Anjev, ha d'e wreg Hildegard Sundgau .

E dad ne felle ket dezhañ rannañ ar galloud gant e vab. Mont a reas da glask fred da lec'h all. E 1032 e timezas da Agnes Bourgogn, intañvez Gwilherm V (kont Poitiers).

Broudet e voe gant e wreg da ober brezel en Akitania ouzh mibien he fried kentañ, Gwilherm VI hag Eudes. E 1033 e faezhas Gwilherm e Moncontour hag e aloubas Bro-Saintonge. Pa voe lazhet Eudes, en 1039, e-kerzh seziz Mauzé, oc'h arsailhat Jafrez II Thouars, eus koztezenn Jafrez II, eo e vab-kaer Guillaume VII Aigret a zeuas da vout kont Poitiers ha dug Akitania, ha Jafrez neuze a gavas e dro da lakaat e graban war douaroù ar paotr yaouank.

Dimezioù

kemmañ

E 1032 e oa dimezet da Agnes Bourgogn, a oa merc'h da Otte-Guillaume, kont Bourgogn hag Ermentrude de Roucy, hag intañvez Gwilherm V, dug Akitania ha kont Poitiers. Bugel ebet n'o doe, ha Jafrez a gemeras digarez eus o c'herentiezh a drede renk da zispenn an dimeziñ. en 1049 ha 1052. Krediñ a reer eo abalamour ma oa divugel ar priedoù. Addimeziñ a eure nebeud goude gant Grécia, eus tiegezh Langeais, intañvez Berlay Iañ, aotrou Montreuil. He c'has kuit a eure goude da zimeziñ d'ur vaouez a renk uheloc'h, Adèle, merc'h d'ur c'hont Eudes, eus tiegezh Bleaz, a greder. Goude-se, dre abegoù politikel adarre, ha war zigarez e oant kerent a bell, e kasas honnezh kuit ivez, ec'h adkemeras Grécia, hag e roas he lec'h da Adélaïde "Theutonice" ken ar fin.

Bugel ebet

kemmañ

Bugel ebet n'en doe digant e wragez (serc'hed, a skrivas ar venec'h en o c'hronikoù) hag e niz Jafrez III, mab d'e c'hoar Ermengard, a voe kont war e lerc'h.