Yann I (dug Normandi)

(Adkaset eus Yann Dizouar)

Yann Dizouar (John Lackland e saozneg; Jean sans Terre e galleg) a oa roue Bro-Saoz ha dug Normandi adalek Ebrel 1199 betek e varv e 1216. N'eus bet nemet un dug Yann en istor Normandi, nag ur roue “Yann” en istor Bro-Saoz, ha Yann Dizouar an hini e oa. A-wechoù e vez graet e anv ofisiel, Yann Bro-Saoz, anezhañ. E-kerzh e ren e voe kollet Normandi gant Bro-Saoz.
Brudet eo e anv en istor Breizh pendeogwir e lazhas e niz Arzhur I, dug yaouank Breizh.

Yann Iañ
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhRouantelezh Saoz Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denJohn Lackland, Yurtsuz John, یورتسوز ژوهن Kemmañ
Anv-bihanJohn Kemmañ
Titl noblañsdug, roue Bro-Saoz, Count of Angoulême, Lord of Ireland, count of Anjou Kemmañ
Deiziad ganedigezh24 Kzu 1166 Kemmañ
Lec'h ganedigezhBeaumont Palace Kemmañ
Deiziad ar marv19 Her 1216 Kemmañ
Lec'h ar marvNewark Castle Kemmañ
Doare mervelabeg naturel Kemmañ
Abeg ar marvdysentery Kemmañ
Lec'h douaridigezhWorcester Cathedral Kemmañ
TadHerri II Kemmañ
MammEleanora Akitania Kemmañ
PriedIsabel of Gloucester, Isabella of Angoulême Kemmañ
Kompagnun(ez)Adela de Warenne, Clementia, Hawise de Tracy, Agatha de Ferrers Kemmañ
FamilhHouse of Anjou Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetsaozneg Kemmañ
Yezh implijet dre skridsaozneg Kemmañ
Michermonark Kemmañ
Kargroue Bro-Saoz, Duged Normandi, Lord of Ireland, count of Anjou Kemmañ
Perc'henn warOrford Castle, King John's Castle, Château de Rauzan Kemmañ
Darvoud-alc'hwezExcommunication in the Catholic Church Kemmañ


Yann Dizouar, pe Yann Bro-Saoz (Histoire de l'Angleterre, gant Cassel, 1902)

E vuhez

kemmañ

Ganet e oa d'ar 24 a viz Kerzu 1166 ha marvet d'an 18 a viz Here 1216). Mab yaouankañ ar roue saoz Herri II hag e wreg Eleanora Akitania e oa. Breur yaouankañ ar roue Richarzh Iañ hag an dug Jafrez II e oa.
Deuet e oa an anv "Dizouar" dezhañ dre ma ne oa ket e dad evit reiñ douar dezhañ a-raok marv e vreudeur all.

Dimeziñ ha bugale

kemmañ

E miz Eost 1189 e timezas da Isabelle de Gloucester, merc'h pennhêrez Guillaume fitz Robert, 2l kont Gloucester. Bugel ebet n'o doe. Goude bout anvet da roue en 1199 e reas dispenn an dimeziñ gant ar pab Inosant III dre an abeg a genwadelezh. Isabel a addimezas da Geoffrey de Mandeville, ha goude intañveziñ, da Hubert de Burgh.

Orgedet e oa ouzh Isabelle d'Angoulême, ur plac'h yaouank ugent vloaz yaouankoc'h egetañ, merc'h da Aymer Taillefer, kont Angoulême, hag a oa prometet da Hugues X de Lusignan. Addimeziñ a reas Yann e Bourdel e miz Eost 1200 da lakaat a reas kurunenniñ Isabelle d'Angoulême evel Rouanez bro-Saoz en Abati Westminster e miz Here[1]. Pemp bugel o doe :


Besterd en doe ivez :

  • Maud FitzRoy († 1252), leanez, hag abadez goude, e Barking en 1247.
  • Isabel FitzRoy, pried da Richard Fitz Ives.
  • Philip FitzRoy, bev bepred en 1263.

An anv FitzRoy a oa un anv normanek a dalveze kement ha mab d'ar roue, diwar Fitz.


En e raok:
Richarzh I
Roue Bro-Saoz
 
11991216
War e lerc'h:
Herri III

Notennoù ha daveennoù

kemmañ
  1. Alain de Sancy, Les ducs de Normandie et les rois de France, pp. 112-113.