Ivez rouanez Bro-Saoz ha rouanez Iwerzhon. E 1707 e paouezas Bro-Skos a vout ur rouantelezh dizalc'h, ha kendelc'her a reas Anne da ren evel rouanez Breizh-Veur betek he marv d'ar 1añ a viz Eost1714.
Adalek 1707 ez eo direizh ober dave da "roue Bro-Skos'" ha "rouanez Bro-Skos" ; evit a sell ouzh rouaned ha rouanezed goude 1707, gwelit Rouaned ar Rouantelezh-Unanet.
Jakez VIII Bro-Skos(Seumas VIII), lesanvet an Emvenner Kozh, mab da Jakez VII, a voe emvenner eus 1701 betek e varv e 1766.
Charlez III Bro-Skos(Teàrlach III), lesanvet an Emvenner Yaouank hag ivez Bonnie Prince Charlie alies, mab da Jakez VIII, a voe emvenner adalek marv e dad betek e hini e 1788.
Herri I Bro-Skos(Eanraig I), breur da Charlez III ha mab yaouankañ of Jakez VIII. Divugel e oa pa varvas e 1807.
↑An anv norsekHildufr pe an anv saoznekEadulf gouezelekaet eo Ildulb ; kavet e vez e meur a stumm er gouezeleg a-vremañ, evel Iondolbh er varzhonegDuan Albanach ("Kan Skosiz") ; gant ar stumm Ildulb e ra lod istorourio abalamour ma tro mat an anv Hildulfr er reziskrivadur gouezelek ; Eadwulf a vije *Idulb marteze, peogwir e vez implijet ar stumm-se a-wechoù. Ne voe morse paot an anv Ildulb er bed skos, nag er bed gouezelek ivez, ha n'eus stumm arnevez ebet dezhañ. Diwar levezon ar galleg e voe un anv skrivet "Indulf" e dibenn ar Grennamzer ; gwelit Benjamin T. Hudson (1994), Kings of Celtic Scotland.
↑"Ar Penn" moarvat, pa voe graet "Grimm" anezhañ diwezhatoc'h e saozneg dre gomz ; en Heniwerzhoneg ez eo kenster donn ha greimm, "galloud" pe "beli"; Gwelit W. F. Skene ha B. T. Hudson.
↑Hep mar e voe lesanv Mael Coluim IV, mab-bihan Mael Coluim III, ha droukvesket diwezhatoc'h ; gwelit A. A. M. Duncan (2002), The Kingship of the Scots, 842-1292, Edinburgh University Press, ISBN 978-0-7486-1626-8(en) ; kement ha "Penn Meur" e talvez Cenn Mór hep mar ebet, kentoc'h eget *"Penn Bras" evel a soñjer a-wechoù.