Setu ur pennad diechu hag a denn d'an istor. Gallout a rit reiñ un tamm skoazell, ha kreskiñ ar pennad : krogit e-barzh !

Anne Stuart, pe Anne Breizh-Veur (16651714), a voe rouanez Bro-Saoz, Bro-Skos hag Iwerzhon eus 1702 betek Akta Unvaniezh 1707 (d'ar 1añ a viz Mae 1707), pa voe krouet Rouantelezh Breizh-Veur, ha hi kentañ rouanez anezhi, ha war un dro ar rouanez Stuart diwezhañ.

Anne Breizh-Veur
den
Reizh pe jenerplac'h Kemmañ
Bro ar geodedouriezhRouantelezh Breizh-Veur Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denAnne Stuart Kemmañ
Anv-bihanAnne Kemmañ
Anv-familhStuart Kemmañ
MoranvBrandy Nan Kemmañ
Deiziad ganedigezh6 C'hwe 1665, 6 C'hwe 1665 Kemmañ
Lec'h ganedigezhSt James's Palace, Londrez Kemmañ
Deiziad ar marv1 Eos 1714, 1 Eos 1714 Kemmañ
Lec'h ar marvKensington Palace, Londrez Kemmañ
Doare mervelabeg naturel Kemmañ
Abeg ar marvGwallzarvoud eus gwazhied an empenn Kemmañ
Lec'h douaridigezhabati Westminster Kemmañ
TadJakez II Kemmañ
MammAnne Hyde Kemmañ
PriedPrince George, Duke of Cumberland Kemmañ
FamilhTiegezh Stuart Kemmañ
Yezh vammsaozneg Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetsaozneg Kemmañ
Yezh implijet dre skridsaozneg Kemmañ
Kargrouanez rejant, roue Bro-Saoz, monarch of Scotland, Monarch of Great Britain, King of Ireland Kemmañ
Honorific prefixMajesty, Royal Highness, Highness Kemmañ
RelijionIliz anglikan Kemmañ
Diellaouet gantLevraoueg Vroadel Kembre Kemmañ
Anne Stuart, Priñsez Denmark ha Norvegia
Willem Wissing, 1687

He buhez

kemmañ

Ganet e voe e Londrez, er palez Saint-James, d'ar 6 a viz C'hwevrer 1665. Eil merc'h e oa da James, dug York, roue katolik Bro-Saoz, hag a voe diskaret gant Dispac'h 1688, hag e bried kentañ Anne Hyde; nizez e oa Anne Stuart d'ar roue Charlez II. He c'hoar henañ Mary, dimezet d'he c'henderv protestant William III, a renas war un dro gant he gwaz.
Kaset e voe da Vro-C'hall abalamour ma oa klañv he daoulagad. Eno e oa o chom gant he mamm-gozh Henriette Bro-Saoz.
Distro da Vro-Saoz, e 1670, pa oa pemp bloaz, e reas Anne anaoudegezh gant Sarah Jennings, he gwellañ mignonez, hag a voe kuzulierez dezhi ivez. Er bloaz war-lerc'h e varvas he mamm, goude bezañ troet ouzh ar gatoligiezh.

Pa varvas Mary e 1694 e renas William III e-unan betek 1702 hag Anne a renas war e lerc'h.

Dimezelled a enor

kemmañ

Bugale

kemmañ

Dimezet e oa Anne d'ar priñs George Danmark.

Seitek bugel o doe entre 1684 ha 1700. Ne vevas nemet ur mab, William, dug Gloucester1, a voe skubet en 1700, da unnek vloaz, gant ar vrec'h.

Hiriv e soñjer eo naplez he fried a oa kaoz da varv kement a vugale.

War he lerc'h

kemmañ

George Iañ an hini a renas war he lerc'h.