Barbara Villiers (1654–1708)
Barbara Villiers (war-dro 1654 - 1708) a oa dimezell a enor gant ar Rouanez Anne Breizh-Veur ha gouarnerez gant ar priñs William, Dug Gloucester[2]. He c'hoar, Elizabeth Villiers (deuet da vout kontez Orkney) a oa serc'h William III etre 1680 ha 1695.
Merc'h e oa da Edward Villiers eus Richmond, ha da Lady Frances Howard. Barbara a deuas da vout dimezell a enor gant priñsezed York ,kent da Mary dimeziñ da William en 1677.
E-lec'h mont gant he c'hoarezed, Anne, Katherine, hag Elizabeth, da Den Haag, e chomas Barbara e Bro-Saoz, ma'z eas da lez Anne. Eno e voe mignonez da Sarah Churchill, Dugez Marlborough, kement ha ken bihan ma savas gwarizi-tag er rouanez.
Barbara a vije bet a-du gant ar roue James II.
Dimeziñ ha bugale
kemmañDimeziñ a reas Barbara da John Berkeley, 4vet Beskont Fitzhardinge of Berehaven (1650 - 1712). Div verc'h o doe, hogen hini anezhe ne voe roet dezhi titl o zad :
- Frances Berkeley, dimezet da Sir Thomas Clarges, 2nd Bt. a-raok 1721, ha daou vugel dezho.[3]
- Mary Berkeley (a-raok 1671 - 1741) , dimezet e 1703 da Walter Chetwynd, 1añ Beskont Chetwynd of Bearhaven e St. Martin-in-the-Fields e Londrez, a voe dimezell a enor gant Anne Breizh-Veur. Bugel ebet n'o doe.[3]
Notennoù
kemmañ- ↑ Field, Ophelia. The Favourite: Sarah, Duchess of Marlborough. London: Hodder and Stoughton, 2002. (ISBN 0-340-76808-8), pp. ix and 73.
- ↑ Exhibition of the Royal House of Guelph, Harvard University. 32044012939096X, p. 3.
- ↑ 3,0 ha3,1 Burke, John Evelyn. A General and heraldic dictionary of the peerage and baronetage of the British Empire, Volume 1. London: H. Colburn and R. Bentley, 1832, p. 287.
Levrlennadur
kemmañ- Hamilton, Elizabeth. The illustrious lady: A biography of Barbara Villiers, Countess of Castlemaine and Duchess of Cleveland Readers Union, 1981. (ASIN: B0007B1JXY)