Jorj Iañ Breizh-Veur
Jorj Iañ Breizh-Veur (George Iañ, 28 a viz Mae 1660 – 11 a viz Mezheven 1727), a voe Dilenner Hannover goude marv e dad e 1698, ha roue Breizh-Veur adalek 1714 (pa oa 54 bloaz) betek e varv e 1727.
Eñ an hini e voe ar c'hentañ roue eus Tiegezh Hannover. Ne ouie ket komz saozneg. Alies e veze en Hannover ha lezel a reas ar gouarnamant etre daouarn ar C'hentañ Ministr.
E vuhez
kemmañGanet e oa d'an 28 a viz Mae 1660 e Hannover, mab henañ [[Ernst August von Hannover (1629-1698)|Ernst August]], dug Brunswick-Lüneburg, ha priñs-dilenner Hannover (adalek 1692) hag e bried Sophia von der Pfalz, ur verc'h-vihan d'ar roue James Iañ.
E-pad bloavezh kentañ e vuhez e oa pennhêr e dad ha tri eontr divugel. E 1661 e voe ganet e vreur Frederick Augustus, ha savet e voe an daou baotr (lesanvet Görgen ha Gustchen er gêr) an eil gant egile.
E-pad bloaz etre 1664 ha 1665 ez eas o mamm da chom da Italia abalamour ma oa klañvidik, met kenskrivañ a rae gant gouarnerez he mibien rak preder a gemere en o deskadurezh.
E 1683 e kemeras perzh gant e vreur Friedrich August e Brezel Bras an Durked, e-kerzh Emgann Vienna, ha Sophia Dorothea a c'hanas o mab, Jorg August.
E 1690 e varvas Friedrich August er brezel. Daou vloaz goude, e 1692, e voe anvet e dad Ernst August da briñs-dilenner Hannover gant an impalaer santel abalamour da skoazell an tiegezh d'an impalaer.
Dimeziñ ha bugale
kemmañDimeziñ a reas da Sophie Dorothea von Braunschweig-Lüneburg. Daou vugel o doe :
- Jorg August, a voe roue Bro-Saoz ;
- Sophie Dorothea von Hannover (1687–1757), a zimezas e 1706 da roue Prusia, Friedrich Wilhelm Iañ Prusia lesanvet « ar Roue-Serjant ».
Ne zaremprede ket e wreg ken. Lakaat a reas bac'hañ anezhi abalamour d'un darempred he doa gant an ofiser yaouank Philipp Christoph von Königsmarck, hag a voe lazhet war e urzh.
Bac'het e chomas Sophie Dorothea a-hed he buhez, e-pad 32 vloaz, hep gwelout he bugale.
Torret e voe dimeziñ George ha Sophia Dorothea, n'eo ket abalamour d'o avoultriezhioù, met dre ma he devoa ar wreg kuitaet he fried. Gant skoazell he zad e reas George bac'hañ Sophia Dorothea e Kastell Ahlden, en he Celle genidik, ma chomas betek he marv, tregont vloaz goude. Ne oa ket aotreet da welout nag he bugale nag he zad, difennet outi addimeziñ, ne veze aotreet nemet da gerzhout hec'h-unan-penn e porzh ar c'hastell. Arc'hant he deveze d'en em vagañ ha da gaout mevelien ha mitizhien, ha gallout a rae pourmen en ur c'harroñs e-maez he c'hastell, dindan evezh avat.
Ur serc'h en doa Jorj, Melusine von der Schulenburg, a gasas gantañ da Vro-Saoz. Tri bugel da vihanañ o doe.