Jafrez Bouillon
Jafrez Bouillon (Godefroy de Bouillon e galleg) (e-tro 1058-1100) a oa ur brezelour frank, Dug Bouillon, a gemeras perzh er Groaziadeg Kentañ hag a voe kentañ Roue Jeruzalem.
N'ouzer ket pelec'h e oa ganet, martezeet ez eus Boulogne-sur-Mer (e Bro-C'hall hiziv) ha Baisy-Thy, e Belgia.
Kelennet e oa bet da vezañ ur marc'heg gant e eontr Jafrez III an Tort e Bouillon (Belgia). Pa varvas an eontr e roas e ditloù d'e niz. Met an impalaer santel a roas dezhañ markizelezh Antwerp (1076), met evel roue Germania e tifennas outañ kemer an titl a zug Lotaringia Izel, evel a c'houlenne an eontr en e destamant. Mont a reas Jafrez a-du gant an impalaer Herri IV en tabut a savas etre an impalaer german hag ar pab Gregor VII, ha mont a reas gant arme an impalaer da gemer kêr Roma. Evel gopr e voe anavezet evel dug Lotaringia Izel gant an impalaer e 1087.
Bugeliezh ha krennoad
kemmañMab e oa da Eustache II, kont Boulogne, ha da Ida Boulogne.