Alan III
Alan III | |
Alan III en ur genealogiezh eus an XIIIvet kantved | |
Dug Breizh | |
Ren | 1008—1040 |
---|---|
A-raok | Jafrez Iañ |
Goude | Konan II |
Kont Roazhon | |
Ren | 1008—1040 |
A-raok | Jafrez Iañ |
Goude | Konan II |
Buhez | |
Ganet | 997 |
Marvet | 1añ a viz Here 1040 Vimoutiers, Normandi |
Bez | Abati an Drinded, Fécamp, Normandi |
Tiegezh | Roazhon |
Tad | Jafrez Iañ, dug Breizh |
Mamm | Hawiz Normandi |
Priedoù | Berta |
Diskennidi | Konan II, dug Breizh Emma Breizh Jafrez Mourrennek |
Relijion | Katolik |
Alan III lesanvet Rebrit, Roebre pe Ruibriz (war-dro 997 - 1añ a viz Here 1040) a oa mab da Jafrez Iañ a Vreizh, kont Roazhon ha dug Breizh, ha da Hawiz Normandi, merc'h da Richarzh Iañ, dug Normandi. Dug e voe da 10 vloaz, pa varvas e dad e 1008. Roue Breizh e lavare bezañ ivez, evel diskennad da Erispoe.
Stourmet en deus a-enep kont Anjev, Foulk III, hag a-enep dug Normandi, Roperzh Iañ Normandi, e niz. Met divroc'het o doa a-raok disparti Roperzh d'an Douar Santel, rak hemañ en doa roet da Alan ren Normandi ha fiziet ennañ e vab Gwilherm, an hini a oa o vont da aloubiñ Bro-Saoz 26 vloaz diwezhatoc'h .
Dimeziñ ha bugale
kemmañDimeziñ a eure da v-Bertha, merc'h Odo II, kont Bleaz, ha daou vugel da vihanañ o doe:
- Konan II, dug war-lerc'h e dad,
- Havoise, pe Hawiz Breizh, a zimezas da Hoel Kerne, a voe anvet da zug.
- Emma Breizh, gwreg Roperzh Brugge, ha mamm Roperzh Brusse a vez lakaet ivez da verc'h dezho, hag he mab eo hendad an Tiegezh Bruce e Bro-Skos.
Gant ur serc'h, dianav hec'h anv avat, en doe ur mab bastard:
- Jafrez Mourrennek ("Geoffroy Grenonat"), kont Roazhon e 1066.
E varv
kemmañO tifenn Gwilherm e Normandi e oa Alan pa varvas, d'ar c'hentañ a viz Here 1040 e Vimoutiers[1], ampoezonet gant aotrounez en em savet a-enep d'an dug. Tud zo a gred eo gant Gwilherm e voe kontammet Alan III, hag ivez e vab Konan II. Beziet e voe en iliz-abati an Drinded e Fécamp.
Lennegezh
kemmañMeneget eo e anv e-barzh Trioedd Ynys Prydein .
Notennoù
kemmañ- ↑ Société d’Émulation des Côtes du Nord année 1913 Tome LI p. 93 à 100 « Date de la mort d’Alain III »
Levrlennadur
kemmañ- Ancestral Roots of Certain American Colonists Who Came to America Before 1700 by Frederick Lewis Weis, Lines: 119-24, 119A-22, 119A-23.
- André Chédeville & Noël-Yves Tonnerre La Bretagne féodale Patrom:Sp-. Ouest-France Université Rennes (1987) (ISBN 2727200122).
- Arthur de La Borderie Histoire de Bretagne: Tome troisième Règne du duc Alain III (1008-1040) p. 6-13. Réédition Joseph Floch Imprimeur Éditeur à Mayenne (1975).
En e raok: Jafrez Iañ |
Dug Breizh 1008 – 1040 |
War e lerc'h: Konan II |