Alan Kenarzh

(Adkaset eus Alan Kanhiart)

Alan III lesanvet Kenarzh[1] (eus ken, kaer, hag arzh)[2], marvet e 1058, a voe anvet da gont Kerne, e 1026.

Dimeziñ a reas da Judit Naoned (marvet e 1063), a oa merc'h da Yezekael Naoned, ha c'hoar da vBudig, kont Naoned, hag a voe kontez Naoned adalek 1051 betek he marv.

E vugale

kemmañ

C'hwec'h bugel o doe da vihanañ, pevar mab ha div verc'h:[3]

  1. Hoel, kont Naoned, Kerne ha Roazhon, dug Breizh
  2. Gwereg (pe Quiriac) (1030 - 1079), eskob dilennet Naoned e 1059, eskobet d'ar 7 a viz Genver 1061;
  3. Budic, marvet e 1091;
  4. Hodiern, abadez Lokmaria Kemper ;
  5. Benedig, abad Abati Kemperle en 1066, dilennet da eskob Naoned e 1079, eskobet en 1081; en em dennañ a reas e 1114 ha mervel e 1115;
  6. Agnès, a zimezas da Eon Iañ Pentevr.

Notennoù

kemmañ
  1. Geneanet.org
  2. Léon Fleuriot Dictionnaire des gloses en vieux breton, 1964, p.94a: «Des variantes (…), la plus fautive en canhiart, est la plus utilisée.»)
  3. Il est significatif que les deux aînés portent, comme le comte d'ailleurs, des noms liés à la lignée d'Alain Ier de Bretagne, jugée plus prestigieuse. Les noms traditionnels à la maison de Cornouaille « Budic » et « Benoît » sont réservés aux cadets