Setu ur pennad diechu hag a denn d'an istor. Gallout a rit reiñ un tamm skoazell, ha kreskiñ ar pennad : krogit e-barzh !

*Ur pennad Foulk a zo ivez.

Foulk I (pe Fulco, pe Foulk ar Rouz), mab d'ar beskont Ingelger, ha moarvat da Aelendis, a oa kentañ kont Anjev eus 930 da 942.

Kent-se e oa bet beskont Anje (a-raok 898-930), beskont Teurgn (898-909), ha kont Naoned (909-919).

Dimezet e oa da Roscille Loches , merc'h Garnier (Warnerius), aotrou Loches, ha Tescende, ha bugale o doa bet :

E 909, pa varvas Alan Iañ, dug Breizh, e voe roet beskontelezh Teurgn da Thibaud l'Ancien, ha dezhañ kontelezh Naoned. Gant-se e oa karget da stourm ouzh ar Vikinged hag ouzh ar Vrezhoned.

Kemeret e voe Naoned gant ar Vikinged e 914, ha dilezel e wirioù war ar gontelezh a reas Foulk e 919. Miret e voe an anv a gont gantañ koulskoude, met ne voe anavezet nemet e 930.

Ar pep brasañ eus e vuhez a dremenas o vrezeliñ a-enep ar Vikinged. Meneg eus Foulk ar Rouz a zo e "Chronique des exploits des Comtes d'Anjou", skrivet eus 1100 da 1140 gant ur manac'h anjevat, war c'houlenn Foulk Rekin.

Pennadoù kar

kemmañ

Liammoù

kemmañ