Mazheaz Iañ Naoned
Mazheas Iañ a voe kont Naoned eus 1038 da 1050, war-lerc'h e dad Budig.
Dre ma oa yaouank ar paotr e voe eskobet gant an eskob Gaoter II, graet gantañ e studi e Saint-Martin-de-Tours. Fellout a rae d'an eskob krouiñ un diernelezh eskibien evel ma oa neuze e Roazhon ha Kemper. E 1049 e voe kondaonet an eskob gant ar pab Leon IX abalamour d'e simoniezh ha d'e nepotegezh, ma rankas reiñ e zilez d'an 3 a viz Here 1049. Mervel a eure er bloaz war-lerc'h.
Daou vloaz diwezhatoc'h e varvas Mazheaz, hag eñ hag e wreg Ermengarde divugel. E voereb Judit Naoned, gwreg Alan Kanhiart, kont Kerne, a voe anvet da gontez neuze.
Mammennoù
kemmañ- Chronique de Nantes Gallica =>http://gallica.bnf.fr/ark:/12148/bpt6k55624v