Konan III
Konan III | |
Diner Konan III | |
Dug Breizh | |
Ren | 1112—1148 |
---|---|
A-raok | Alan IV Fergant |
Goude | Berta gant Eudon (rejant) |
Kont Naoned | |
Ren | 1112—1148 |
A-raok | Alan IV Fergant |
Goude | Hoel III |
Kont Roazhon | |
Ren | 1112—1148 |
A-raok | Alan IV Fergant |
Goude | Hoel III |
Buhez | |
Ganet | 1095-1096 |
Marvet | 17 a viz Gwengolo 1148 |
Tiegezh | Kernev |
Tad | Alan IV, dug Breizh |
Mamm | Ermengarde Anjev |
Priedoù | Matilda FitzRoy (a.r. 1113) |
Diskennidi | Konstanza Berta Breizh, dugez Breizh Hoel III |
Relijion | Katolik |
Mab e oa Konan III (1095 - 1148) da Alan Fergant, dug Breizh, ha da Ermengarde Anjev, merc'h da Foulk IV. Dug Breizh e voe adalek 1112 betek e varv e 1148.
Dimeziñ ha bugale
kemmañDimezet e oa a-raok 1113 gant Matilda, pe Maude, ur vastardez da Herri Iañ, roue Bro-Saoz. Tri bugel o doa bet:
- Hoel, a vo dug war-lerc'h e dad
- Berta (ganet war-dro 1114), a zimezas da Alan Pentevr, kont Richmond, a varvas e Bro-Saoz e 1146, ma tistroas Bertha da Vreizh en-dro neuze;
- Konstanza.
E vuhez
kemmañStourmet en deus gant ar roue gall Loeiz VI an Tev a-enep e dad-kaer saoz hag a-enep aotrounez Breizh e-pad e vuhez.
Emglev a reas gant Steven Bro-Saoz a-enep Matilda an Impalaerez. Evit e drugarekaat e voe krouet kontelezh Richmond evit e vab-kaer Alan.
A-raok mervel en doa disheriet e vab Hoel e 1148 hag e vab-bihan Konan IV an hini a oa deuet da vezañ dug Breizh. Hogen dalc'het e voe kontelezh Naoned gant Hoel.
En e raok: Alan IV |
Dug Breizh 1112 – 1148 |
War e lerc'h: Konan IV |